Dear White People

dear-white-peopleUr pennad ‘zo bremañ em boa klevet komz diwar-benn Dear White People. Dedennus ‘gaven an istor, awenet gant gouelioù a bep seurt a zo bet e skolioù-meur amerikan oc’h implijout kumuniezhioù resis evit treuzwiskañ. Heuliet ‘vez pevar studier yaouank du er film, a zo sañset da vezañ heverk eus doareoù da vezañ disheñvel. Tudennoù Lionel ha Sam o deus plijet kalz din hag hini Coco ‘m eus kavet dedennus-tre ivez. Ar film a zo troc’het e chabistroù doare filmoù Wes Anderson un tammig. Diaes ‘m eus kavet al lusk-se, dreist-holl el lodenn gentañ a seblante din bezañ un heuliad sketchoù bet gwelet war YouTube er bommoù-bruderezh. An eil lodenn, tro-dro d’ar gouel resis ‘m eus kavet kalz gwelloc’h. N’am eus ket c’hoarzhet kalz, met fent a zo, anat. Direnket on bet gant an is-titloù galleg a implij ar ger “black” alies (pezh a ya kontrol da vat d’ar pezh a vez lâret er film). E gwirionez e choman etre-daou gant ar film a gavan dedennus met c’hoant am befe da c’houzout ali ar gumuniezh zu rak, evidon-me e seblant c’hwitout un tamm e bal, dreist-holl abalamour d’e stumm.

Film sevenet gant Justin Simien. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e48.

Advertisements

4 Respont to “Dear White People”

  1. Ijina a raen mat e lennfen ur pennad d’az perzh a-zivout ar film. Bet on e familh d’e welout, fentus ‘m eus kavet an eskemmoù da heul gant ma merc’h a rae goap ouzhin pa n’anavezen ket kanourez-mañ-kanourez meneget er film ha me da eilgeriañ “Ha Spike Lee, piv eo dija ?”. Ma muiañ-karet, hi, zo chomet diseblant. Ret eo anzav ez eo ur film evit remziad Obama gant ur bern referañsoù a c’hell bezañ diaes deomp da gompren. Reiñ a ra ar pennadoù kazetennoù skignet er fin e holl dalvoudegezh d’ar film.

    • 🙂
      Ya, moarvat e klot gwelloc’h gant arvesterien amerikan. Gwir eo eo un dra vat bezañ bet lakaet ar pennadoù kelaouennoù e-pad ar roll-klozañ, ur spont eo gwelet pegen boutin eo seurt dismegañs a-benn ar fin.
      Me gav eo mat vefe bet skignet memestra e diavaez Amerika an norzh, daoust deomp chom un tamm e-kichen ar film.

  2. Anat dit, penn filip !

  3. […] «a-gostez» evel na vez ket gwelet kement-ken. Daoust d’ar film pas bezañ ken start ha Dear White People e vez santet ur c’hoant diskouez ar rakvarnioù a c’haller kaout (gant lizher Malcolm […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: