Ecole 42, Born to Code

Marteze e oar reoù zo em eus bet ur prantad goulennoù a bep seurt diwar-benn ma hent micherel n’eus ket keit-se zo. Dre guriusted e oan bet o tremen arnodennoù skol 42 war ar rouedad. Ne oan ket aet pelloc’h avat (met gallet em befe!). Un tamm dedennet on gant ar skol-se, gant an doare da «gelenn», abaoe m’eo digoret. Tro ‘m oa bet da heuliañ blog ur plac’h a oa bet er «piscine». O welet e oa un teulfilm diwar-benn ar skol e soñje din gouzout a-benn ar fin petra ‘oa ar skol ur wech tremenet an taol-arnod ur miz-se. Na pebezh dipit ! Un teulfilm diwar-benn ar «piscine» eo hepken! E-pad 52 munut e vez heuliet ur plac’h ha tri faotr, oadoù ha metouioù disheñvel o deus divizit klask dont d’ar skol-se evit abegoù a bep seurt. Aterset e vezont, filmet e-pad ar prantadoù poelladennoù hag arnodennoù ha goulennet ‘z eus bet digante n’em filmañ e doare ur video blog gant ur pellgomz hezoug. N’am eus ket kavet talvoudus-tre ar mennozh-se (estreget ober «modern»). Ur wech ouzhpenn e seblant start spontus ar mizvezh-se (met ar pevar ‘zo bet betek ar penn, ‘pezh ‘m eus kavet souezhus dija!) met n’am eus desket netra, pezh a zo domaj un tamm evit un teulfilm!

Teulfilm sevenet gant Emmanuel Réau. Frañs, 55 munut, 2014. Bet skignet war France 4.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: