Dielloù evit Ebrel, 2015

Une métamorphose iranienne

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Ebrel 28, 2015 by geekezig

metamorphose-iranienneMoarvat e vo degemeret Mana Neyestani el levraoueg e fin ar bloaz neuze e oa un dra vat din lenn e levr! Un treser iranian eo hag abaoe 2007 en deus ranket tec’hout e vro. Une métamorphose iranienne a ginnig kontañ penaos eo c’hoarvezet e harlu politikel. Abalamour en deus implijet ur ger resis en un dresadenn evit ar vugale eo bet tamallet ober goap eus yezh Azeri (kumuniezh a gaoze ur yezh eus familh an Turkeg). Adalek ar mare-se e trenk penn-da-benn an traoù : manifestadegoù, manifesterien azeri lazhet gant ar polis hag un den da damall evit ar reuz-se : Mana Neyestani. Heuliet e vo e emgavioù gant un alvokad, an atersadennoù, ar vuhez en toull-bac’h ha goude-se pa tec’ho kuit gant e wreg, da Valezia. Ankenius-tre eo ar pezh a c’hoarvez gant an treser ha digredus, koulskoude eo gwir pep tra… Un tamm fent a zo el levr ha lusket ha treset mat eo. Ur sapre dizoloadenn, hast ‘m eus labourat tro-dro d’e oberenn e fin ar bloaz!Metamorphose-

Istor ha tresadennoù gant Mana Neyestani. Bet embannet e galleg gant ça et là hag embannadurioù Arte, d’ar 15 a viz C’hwevrer 2012.

Les Invincibles – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Ebrel 27, 2015 by geekezig

Les Invincibles-saison2Echuet e oa ar bloaz kentañ gant ur sapre cliffhanger goude «eured» Hassan. Adkregiñ a ra an traoù 1 bloaz war-lerc’h. Den n’eus bet keloù digant Hassan, sañset emañ o veajiñ. Ne ya ket mat-tre ar baotred all en ur c’hortoz. Distreiñ a ra Hassan a kinnig dezho ur «rallye» mont a refont asambles da b/Punta Cana ma teuont a-benn da dizhout ur pal e tri miz. Pep hini a glasko neuze gwellaat e vuhez. Vince paouez gant al louzeier enep diwaskadenn, F-X bezañ amourous en-dro, Mano bevañ eus a-drugarez d’e sonerezh hag Hassan kaout un darempred gant Jeanne, mamm e vab.
Fentus e oa adkavout ar baotred ha kentoc’h plijus eo ar bloavezh-se gant a bep seurt darvoudoù evit pep hini. Istor Vince ‘m eus kavet an dedennusañ, a-bell, ar c’hlozadur a zo plijus ouzhpenn, aon ‘m eus bet e echufe gant «hetero on da vat» ha skoempoc’h eo… Mano ivez ‘zo tremenet dre a bep seurt prantadoù. Cathy a zo bet gwelet o vont kalz war-raok ivez, daoust din kavout aze e oa un tamm grosoc’h ar fin, met fentus eo avat hag evel-se e torre un tamm ar santad happy ending evit an holl. Istor tad F-X en deus seblantet din just un abeg «dial» war ar bloaz tremen met bon…
Un tamm hegaset on bet gant ar prantadoù «atersadennoù» diwar-benn ar rallye, n’am eus ket komprenet ar pal anezho ha bepred ‘m eus kavet ‘oa a re ar prantadoù bannoù-treset. Ur prantad plijus ‘m eus tremenet memestra anzav a ran. Ne gav ket din e vo un trede bloavezh avat (ha n’eus ket ezhomm dre ret me gav).

Stirad krouet gant François Létourneau ha Jean-François Rivard. 8 rann 45 munut, Frañs, bet skignet e miz C’hwevrer 2011 war Arte.

Les yeux jaunes des crocodiles

Posted in Filmoù with tags , , , , on Ebrel 26, 2015 by geekezig

les_yeux_jaunesN’em eus ket bet lennet romantoù Katherine Pancol met soñjet ‘m eus e vefe plijus sellet ouzh ur film skañv evel hemañ. Istor div c’hoar eo, unan a zo lent a-walc’h hag o paouez dispartiañ, ezhomm he deus arc’hant. He c’hoar ne ra netra met arc’hant he deus, un emglev o deus neuze : ma skriv an hini gentañ ur romant e vo lâret eo skrivet gant eben. Ma. Tro-dro dezho ez eus o familh, o bugale, paotred, mignonezed… Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer ha dipitet on bet gant an dibab mirout is-tudennoù evel o lez-tad ha gwaz (an hini gentañ) a droc’h al lusk ha ne vezont ket gwelet a-walc’h evit kavout anezho dedennus. E gwirionez ‘m eus kavet dister a-walc’h ar film ha moarvat fall an azasadenn (re dost eus ar romant?), n’eo ket displijus a grenn met n’eo ket ur film mat kennebeut.

Film sevenet gant Cécile Telerman, diazezet war romant Katherine Pancol. Frañs, 2012, 2e02.

Minimum Wage

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Ebrel 24, 2015 by geekezig

minimum_wageAbaoe ma oa deuet er-maez e felle din lenn Minimum Wage. Ul levr a gont buhez pemdez ur paotr yaouank, treser, eo. Evit ar mare e tres kentoc’h evit kelaouennoù porno met klask a ra pellaat un tamm eus ar bed-se. Bevañ a ra gant Sylvia ha tro en deus da welet ingal e strollad mignoned. Netra dreistordinal neuze met ur poltred efedus eus ur mare, gant a bep seurt prederiadennoù (diwar-benn saviad an heñvelrevidi, diwar-benn an difoc’hañ hag all). Plijus-tre eo da lenn ha lenn a rin an eil levrenn buan moarvat!minimum_wage_pl

Istor ha tresadennoù gant Bob Fingerman. Embannet e galleg gant Les Humanoïdes Associés, d’ar 16 a viz Ebrel 2014.

Tokyo Fiancée

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 20, 2015 by geekezig

tokyfianceeNe ouien ket e oa ur film diazezet war Ni d’Eve ni d’Adam o vezañ savet. Souezhet on bet neuze o welet ar skritell an deiz all. Abalamour m’eo ma romant karetañ gant Amélie Nothomb pe dost on bet o welet. Sioul eo ar film, gorrek. Talennoù brav eston a zo, en o-zouez Amélie en onsen war enez Sado. Meur a wech ‘m eus c’hoarzhet hag anavezet santadoù pe lec’hioù met ne oa ket nerzh al levr gant ar film me gav. Tremen a ra an traoù hirie an deiz hag implijet o deus darvoudoù 2011 evit lakaat tudenn Amélie da vont kuit, ma. Daoust ha santet ‘vez mat ne fell ket da Amélie dimeziñ kement-se, n’he deus ket seblantet din ken taer ha laosk hag el levr. Anzav a ran eo kavet mat an aktour a c’hoari Rinri avat (( ͡° ͜ʖ ͡°)) N’ouzon ket m’eo ar gomedianez a c’hoari Amélie ar gudenn, daoust a mankout a rae un tamm follentez met n’on ket bet kendrec’het kement-se. Sur e ro din c’hoant distreiñ da Japan avat.

Film sevenet gant Stefan Liberski, diwar romant Ni d’Eve ni d’Adam gant Amélie Nothomb. Frañs, Belgia & Kanada, 2014 (deuet er-maez war skrammoù Frañs d’ar 4 a viz Meurzh 2015), 1e40.

American Sniper

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 19, 2015 by geekezig

american_sniperN’am eus ket selaouet kement-se eus an traoù a zo bet lâret tro-dro da American Sniper. Met anzav a ran on dedennet bepred gant filmoù Clint Eastwood, abalamour da-se on bet o welet ar film (Hag ouzhpenn-se on techet da sellet ouzh traoù tro-dro da vrezel Irak, anzavomp ivez). Ma, American Sniper a zo ur film en enor da Chris Kyle a zo bet sniper en Irak evit an arme amerikan (en Navy SEALs e oa). Ur meskaj prantadoù brezel, prantadoù er gêr ha prantadoù pa oa bugel pe a-raok e vuhez soudard eo ar film, un doare biopic ma fell deoc’h. Hir spontus ‘m eus kavet ma amzer, ne baouezen ket da soñjal e oberennoù tro-dro d’ar brezel-se (The Hurt Locker, Over There…) ha soñjal ne oa netra nevez er film-mañ. Ouzhpenn-se on bet hegaset gant tudenn Kyle a zo memestra ur sapre redneck «’murica fuck yeah» na seblant ket prederiañ na netra. N’am eus ket kavet e oa danvez politikel, psikologel pe fromus er film, kavout ‘m eus hir, goullo ha kazi un tamm lu zoken. Ur sapre dipit.

Film sevenet gant Clint Eastwood. Stadoù-Unanet Amerika, 2014 (18 a viz C’hwevrer 2015 e Frañs), 2e12.

It Follows

Posted in Filmoù with tags , , on Ebrel 15, 2015 by geekezig

it-followsKuzuliet eo bet din ar film-se gant ur mignon. N’em boa ket klevet komz outañ hag anzav a ran n’em befe ket sellet ouzh ar skritell. Goude un devezh hegasus (liammet d’ar rouedad n’am boa ket c’hoazh…) on bet o welet ar film gant aon ne chomfe ket pell ken, ur bern traoù a oa da welet er mare-se!
Ma. It Follows neuze. Ur film spont eo. Ur film bihan. Kregiñ a ra gant ur plac’h o tont ‘maez eus he zi, pennfollet. He zad a huch war he lerc’h, kemer a ra hec’h oto ha mont betek ar mor. An deiz war-lerc’h e vo kavet he c’horf marv. Goude-se e vo heuliet Jay hag ur strollad mignoned dezhi (mignoned he c’hoar e gwirionez), Jay a zo bet «kontammet» gant Hugh goude un darempred revel. Heuliet e vez gant ur boud iskis, betek ma varvfe. Adalek ar mare-se neuze e klasko Jay doareoù a bep seurt evit klask tec’hout. Unan anezho a zo evel-just treuzkas an drouk gant un darempred revel met ma varv an den war-lerc’h e tistroio ar boud daveti. N’eus fin ebet.
A-drugarez d’ur sonerezh (‘m eus kavet un tamm hegasus er penn-kentañ, anzav a ran!) savet gant Disasterpeace ha d’an doare da filmañ ha da ziskouez traoù zo pe get d’ar seller en deus savet ar sevener ur film spont gant blaz filmoù John Carpenter un tamm. N’eus ket kalz a fent (AR farsadenn er film n’en deus lakaet nemedon da c’hoarzhin ^^) ha kalz c’hoarioù : traoù ar pemdez a lak da darlammat ha talennoù war ul liorzh pe ul lec’h digor a lak da ijinañ e teuio ar boud, met ne teu ket. Ur gwir blijadur eo neuze bezañ souezhet pe dipitet. Ar strollad aktourien yaouank dianav a zo plijus ivez da heuliañ. E gwirionez ne welan ket kalz a sioù d’ar film spont-mañ a zo simpl tout met efedus kenañ.
Kit da lenn ali Hoel ivez ma fell deoc’h!

Film sevenet gant David Robert Mitchell. Stadoù-Unanet Amerika, 2014 (war skrammoù Frañs abaoe an 11 a viz C’hwevrer 2015), 1e40.

%d bloggers like this: