Big Hero 6

Big-Hero-6Soñj ho peus ne oa ket bet plijet kement-se gant Frozen. Met plijet e oan bet kalz gant Les mondes de Ralph! Anzav a ran e plije din spontus bomm-bruderezh Big Hero 6, gant an en-dro heñvel eus Tokyo hag ar prantadoù nijal (marteze ez eus un dra bennak ennon gant se, abaoe How To Train Your Dragon… !) hag ul lodenn eus kanaouenn Fall Out Boy.
Hiro a zo ur paotr 13 vloaz, speredek kenañ met n’eo ket gwall sirius. A-drugarez d’e vreur Tadashi e krog un tamm da welet e c’hallfe servijout dezhañ mont d’ar skol-veur, sevel a ra neuze un dra bennak da ziskouez evit bezañ degemeret. Tremen a ra fall-tre an nozvezh diskouez, un tan-gwall a zo er savadur. Tadashi a varv o klask saveteiñ e gelenner skol-veur.
Gant ar c’hoant dial e ra Hiro war-dro ijinadenn e vreur : Baymax, ur robot sañset da sikour an dud gloazet. Buan e kompren ez eo bet laeret e ijinadenn digantañ e-kerzh an nozvezh gant un den masklet iskis.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Big Hero 6 : an tudennoù liesseurt, an endro dispar (meskaj etre Tokyo ha San Fransisco deuet brav!), ar fent, ar from, ar gwellañ prantad (all you need is a) «montage» ‘m eus gwelet abaoe pell, istor karantez ebet… Ur sapre dudi eo Big Hero 6, kazi a live gant Les Mondes de Ralph a lârfen, bravoc’h c’hoazh ouzhpenn-se.
Ha plijet en deus din kalz kanaouenn ar film :3

Film sevenet gant Don Hall ha Chris Williams. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e42.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: