La petite mort – 2 : Le secret de la licorne-sirène

la-petite-mort-2Marv eo Sephi, kazh La petite mort ha chomet eo bev Ludovic, e vignon. Kenderc’hel a ra neuze an traoù el levrenn-mañ, gant prantadoù tresadennoù bet graet gant ar baotred, bruderezh hag all. Un istor a zo muioc’h el levrenn-mañ me gav (“stripoù” bihan a zo evel-just ivez) ha trist-tre ‘m eus kavet ar fin, gant memes blaz ha fin Nerdz a-benn ar fin. Santet e vez evel-just sorc’hennoù an aozer (gwarizi er skolaj, darempredoù iskis gant ar merc’hed kenoad, gevier er familh, hunvreoù ha c’hoantoù o vont da hesk abalamour da bouez ar gevredigezh). N’am eus ket c’hoarzhet kement marteze (daoust da dudenn Anubis Bis!) met plijet on bet muioc’h ha fromusoc’h ‘m eus kavet al levr.
Dispar eo rakger Lewis Trondheim ouzhpenn!
Evidon-me e oa echu an traoù gant al levrenn-mañ met war a seblant eo bet savet un trede levrenn gant Davy Mourier. Gwelet e vo neuze!petite-mort-2-diIstor ha tresadennoù gant Davy Mourier. Embannet gant Delcourt d’an 8 a viz Here 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: