Warm Bodies

warm-bodiesSoñj ‘m eus bezañ bet gwelet levr Warm Bodies el levrdi hag e kaven ar mennozh un tamm droch. Pezh a zo e fell din bepred gwelet petra roio memestra ha setu me neuze dirak ar film!
Warm Bodies a zo neuze ur film kontet dre sell ur zombi, R. Un deiz bennak en ur dagañ ur strollad tud e sikour ur plac’h eus ar strollad. Aon he do hi evel-just met tamm-ha-tamm e krogo un doare mignoniezh etrezo. Merzout a ra R e cheñch traoù zo ennañ hag evit zombied all zo ivez…
Ur sapre meskaj eo Warm Bodies peogwir e c’hall bezañ gwelet evel ur film romantel pe ur film zombied memestra. Ur film fentus eo memestra ha souezhet on bet o welet e chome kentoc’h mat ar c’hempouez etre ar stiloù, evit ober ur film dic’hortoz ha plijus. Ne oan ket o c’hortoz e vefe ken plijus e gwirionez, souezhet brav on bet! ^^

Film sevenet gant Jonathan Levine, diazezet war romant Isaac Marion. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e37.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: