Kick Ass 2

kick-ass-2N’en doa ket plijet din kement-se bomm bruderezh Kick Ass 2 ha ne oan ket bet o welet ar film neuze. N’am eus ket bet tro da lenn al levr bannoù treset kennebeut. El levraoueg ‘m eus kavet an DVD ha merzet on bet dija gant kenseurted a oa o n’em c’houlenn piv a ampreste seurt traoù (war a seblant e plij din un tamm memes traoù hag ar paotr a «erlec’hian» neuze ^^).
Kick Ass a embreg gant Hit Girl evit klask gwellaat un tamm. C’hoant en defe ober ur strollad ganti met ne fell ket dezhi, dreist-holl peogwir eo bet lâret dezhi gant Marcus, a ra war he zro bremañ e oa ret dezhi bevañ evel ur plac’h 15 vloaz ordinal. Klask a ra neuze ober traoù “plac’h” klasel el lise. Al lodenn-se eus an istor ‘m eus kavet torr-penn a-walc’h a-benn ar fin (evel ma oa bet lâret e Korn an Dudi! ^^). Eus e du, Kick Ass a gav ur strollad tud nevez, bet awenet gantañ. Chris, Red Mist a fell dezhañ dont da vezañ ar gour den drouk kentañ : The Motherfucker. Ur c’hoari dial a vo un tamm etrezo neuze.
Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film met meur a-wech em boa poent o welet pal an istor. Ur bern efedoù ispisial ha traoù gwadek a zo evel-just met start eo bet din kavout se ken «kreñv» hag en istor diazez. Marteze vefe bet ret din lenn al levr bannoù-treset da gentañ? Gwelet a rin pa lennin…

Sevenet gant Jeff Wadlow. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e43.

Advertisements

3 Respont to “Kick Ass 2”

  1. N’hallan ket lenn titl ar film-mañ hep soñjal en ur c’hoari gerioù: “qui casse tout”. Sellet em boa outañ ivez ha… ma… pa ne oa netra all… Ne oan ket sot gant al lodenn gentañ hag aze nebeutoc’h c’hoazh.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: