Perkeros – les nôtes fantomes

PERKEROSPell ‘zo e felle din lenn Perkeros! Plijout a ra din kalz ar golo ha kavout a raen dedennus aergelc’h an istor. Ul levr bannoù-treset eus Finland eo! Pezh zo ral un tammig. Istor ur strollad metal e Tampere. Ur strolladig eo, poan o deus an izili da gavout ur bersonelezh resis evit o raktres ha d’ober abadennoù. Aksuli (troet Axel), ar c’hanner, an hini a vez heuliet ar muiañ, gant e darempred gant e vignonez o trenkañ da skouer. Plijus-tre ‘m eus kavet an tresadennoù ha dispar an aergelc’h gant lodennoù faltazi penn-da-benn (an arzh da skouer met ivez tout an traoù tro-dro da «nerzh ar sonerezh») ha reoù all gwirheñveloc’h (en darempredoù, en diasterioù evit ur strollad sonerezh hag all). Daoust hag eñ e vo avanturioù all gant Perkeros? Spi ‘m eus!perkeros_d

Istor gant Jussi-Pekka Ahonen, tresadennoù gant KP Alare. Embannet e galleg gant Casterman, d’ar 14 a viz Mae 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: