This is 40

This Is 40Plijet on a-walc’h gant filmoù Judd Apatow dre vras (evel m’ho poa merzet marteze dija) neuze e felle din a-walc’h sellet ouzh This is 40. A bep seurt traoù ‘moa klevet diwar-benn ar film met anzav a ran ‘m eus disoñjet anezho un tamm o sellet ouzh ar film. Me gav ez eus er film ar pezh a ra saour filmoù Apatow : frazennoù dispar, bugale dreist ha tud a seblant gwirheñvel, hegasus, fentus, gant sioù. Un tamm sukr-ha-mel eo marteze ar film ha jenet on bet penn-da-benn gant ar fed ne gomzfe ket ar c’houblad ur wech eus difoc’hañ (Ne oa ket bet kaoz eus ar film e-barzh pennad Mirion Malle met diskouez a ra dres ‘pezh a fell dezhi lakaat war-wel). Un tamm dinervet on bet gant “spoilers” Lost (div wech!!) avat met bon se zo un afer all ^^ Ur prantad plijus-tre ‘m eus tremenet dirak ar film ha daoust dezhañ bezañ marteze nebeutoc’h kriz pe groz eget ar reoù all e kavan e vir ar pezh a zo plijus e filmoù Apatow neuze na welan ket perak e oa bet dipitet kement-se a dud. Met marteze eo just peogwir e plij din kalz Paul Rudd. Piv ‘oar. ^^

Film sevenet gant Judd Apatow. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 2e14.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: