127 Hours

127_hoursFachet e oan un tamm gant Danny Boyle ha ne felle ket din sellet ouzh 127 Hours. Ouzhpenn-se e ouien dija darvoudoù brasañ ar film peogwir e oant bet kontet din pe diskuilhet e doare pe zoare.
Ma, goude un devezh kentoc’h plijus (met un dipit peogwir ne veze ket skignet Foxcatcher diouzh noz er sinema!) em eus divizet e sellet a-benn ar fin!
127 Hours a gont istor ur paotr a zo bet trapet e unan e kanion Blue John en Utah e-pad meur a zevezh. N’en doa kelaouet den. Rankout a ra chom bev gant nebeut a zraoù da zebriñ ha da evañ, ur vrec’h sac’het dindan ur roc’h ha dilhad kentoc’h skañv. Setu neuze ar pezh a vo gwelet e-pad 1e30 : ur paotr o kaout sec’hed, o klask tennañ e vrec’h eus dindan ur roc’h, o klask kousket padal eo yen sklas hag all. Ne oan ket evit ijinañ pegen stignus eo, me ijine un dra borodus da vat. Gwir eo ne c’hoarvez ket kalz tra (anat!) met kavet ‘m eus e oa lusket mat just a-walc’h. N’ouzer ken kalz tra diwar-benn ar paotr (ha pezh a ouzer zo kentoc’h fall) met dre ret e vezer kengred gantañ er mare-se, o stourm evit e vuhez. James Franco a zo bamus a-walc’h neuze peogwir ne vez gwelet den all ebet pe dost! Prantadoù dizesper, prantadoù koll e spered pe dost… E gwirionez on bet tapet penn-da-benn en istor ha bamet a-walc’h gant ar pezh a zo c’hoarvezet d’ar paotr-se! Fachet on c’hoazh gant Danny Boyle met bon, lakaomp e c’hallfen kaout douetañs en-dro adalek bremañ 😉

Film sevenet gant Danny Boyle, diwar levr Aron Ralston Between a Rock and a Hard Place. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2010, 1e33.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: