The Legend of Korra – Book 4 : Balance

the-legend-of-korra-season-4Ur sapre lamm en amzer a zo etre trede ha pevare levr Korra. Tri bloaz zo tremenet abaoe m’eo bet gloazet Korra ha cheñchet eo kalz an traoù. Pep hini a zo aet gant e hent…
E keit ma oa Korra o pareañ ez eus bet savet un arme gant Kuvira, ur plac’h eus Zaofu, evit klask lakaat urzh e rouantelezh an Douar. Sikouret he deus kalz met buan e tiskouez ne fell ket dezhi laoskel an danvez roue da gemer ar galloud. Korra eus he zu a glask un doare da vont en tu-hont d’he aon. Ur sapre kameo a vo neuze evit sikour anezhi! 😀
A bep seurt traoù a dremen er bloavezh-mañ, evit ar familh Beifong, evit Asami… Dedennus-tre ‘m eus kavet ha c’hoant moa bepred da vont pelloc’h! Dipitet on bet un tamm gant ar rann «eñvorennoù» ar pezh ne oa ket bet a-raok hag a zo un tech displijus er skinwel, dreist-holl e-barzh ur stirrad gant ken nebeut a rannoù! (war a seblant e oa abalamour da abegoù ekonomikel evel-just) Ma, ur sapre bloavezh eo memestra, marteze pas ken kreñv hag an trede evidon-me met dedennus hag a gloz ar stirrad en un doare mat. Daoust din kavout n’eo ket a live gant The Last Airbender, n’emañ ket pell tamm ebet, ret eo anzav 🙂
Evel-just, n’hallan ket chom hep komz eus ar pezh a vez dizoloet er fin tout hag en deus graet trouz bras, Korra o vezañ harozez gentañ ur stirrad bevaat evit ar vugale o vezañ divreviat! Kinnig a ran deoc’h mont da lenn pennad Bryan Konietzko war e vlog ma fell deoc’h.

Stirrad bevaat amerikan bet krouet gant Bryan Konietzko ha Michael Dante DiMartino. 13 rann 22 munut bet skignet evit ar wech kentañ war lec’hienn Nick.com etre an 3 a viz Here 2014 hag an 19 a viz Kerzu 2014.

Advertisements

2 Respont to “The Legend of Korra – Book 4 : Balance”

  1. E-keñver revelezh, n’eo ket ken souezhus-se. Bez soñj eus “Ranma 1/2”. Cheñch rev a rae pa veze glebiet. Bremañ ez eus un haroz-ez nevez Shezow, ur paotr lakaet ur walenn vurzhudus en e viz ha setu deuet da blac’h. Ha ne anavezan ket nemeur a dra er filmoù bevaat savet e Japan pe e lec’h all. Me ‘gav din e vefe peadra da sevel un dezenn war an danvez :p

    • Cheñch rev n’eo ket souezhus, tremen eus arallreviad da daoureviad a zo souezhusoc’h! Memestra emañ en istor he deus Korra un darempred gant Mako, an holl tudennoù a zo gant darempredoù paotr-plac’h hepken. Ur sapre tra e oa gwelet div blac’h asambles en un darempred romantel (ha revel moarvat met n’eo ket bet diskouezet evel-just), an harozez ouzhpenn! Ur stirad amerikan eo ouzhpenn. E Bro Japan evel-just ez eus bet gwelet seurt traoù dija, met ur bern traoù all a zo bet gwelet dija evito ^^” (breudeur ha c’hoarezed ha me oar me!).

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: