The Big Lebowski

lebowskiN’em boa ket bet gwelet james ar film-mañ, daoust d’ar c’huzulioù ha d’an daveoù liesseurt. An nozvezh a-raok ma deiz-ha-bloaz an hini en deus fellet din sellet ouzh ar film.
Jeff Lebowski, lesanvet The Dude, a zo un den na ra netra ispisial met un deiz bennak e teu tud da skeiñ gantañ peogwir e tle e wreg arc’hant d’o rener. N’en deus gwreg ebet met dizoloiñ a ra ez eus ul Lebowski pinvidik. Ur sapre avantur a vo lañset goude-se, pa seblant bezañ bet skrapet gwreg ar «Big Lebowski»-se. C’hoarzhet ‘m eus kalz e-pad ar film a zo tremenet evel un ten. Tudennoù droch pout a zo, darvoudoù diboell da vat, bowling ha brezel Vietnam. 😀
Laouen on o vezañ bet gwelet ar film a-benn ar fin ha n’am eus ket keuz tamm ebet rak ur sapre komedienn eo!

Film sevenet gant Joel hag Ethan Coen. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 1998, 1e57.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: