Les cobayes

cobayesSoñj ‘m eus e oa bet kuzuliet din al levr BT mañ gant ur c’henseurt-bet. Lodennet eo an istor e tri chabistr, tro-dro d’ul louzoù nevez. Taolioù-arnod a vez lañset gant tud. Tri den a vez miret evit klask al louzoù. Evit abegoù disheñvel int deuet met dre vras o doa dreist-holl ezhomm eus an arc’hant a vo roet dezho. Ret eo dezho chom 21 devezh el labourva e lec’h ma vefont heuliet. Ne dremen ket mat-tre pep lodenn met echuiñ a ra mat ar prantad, roet e vez an arc’hant dezho ha louzeier evit paouez tamm-ha-tamm.
Goude-se e vo dizoloet e sikour al louzoù da vont dreist gwannderioù an nen. Pep hini a zeuio da vezañ barrek war ar pezh a re diouer dezhañ pe dezhi araok. Klask a ra ar mezeg a oa e penn an taol-arnod lakaat anezho da baouez.
Dedennus a-walc’h ‘m eus kavet an dibab kontañ an istor e teir lodenn. Dedennus eo ivez peogwir em eus bet prederiet meur a wech dirak bruderezhioù al labourvaoù a ginnig sammadoù divent evit nebeut a strivoù. Met peseurt efedoù goude-se war hor yec’hed? Un efed digredus eo aze en istor, a zeu splann da vezañ un dramm evit a bep seurt tud. Penaos e c’hall unan bennak stourm ouzh ur produ a sikour da vont en tu-hont d’ar gwannderioù, doanioù? Met penaos e teufe ar gevredigezh da vezañ ma c’hoarvezfe-se d’an holl ha ket da dri den hepken? Peadra ‘zo da brederiañ neuze gant al levr-mañ a zo kontet mat ha treset klasek met efedus.cobayes_d

Istor savet gant Tonino Benacquista, tresadennoù gant Nicolas Barral. Embannet gant Dargaud, d’ar 17 a viz Genver 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: