Dielloù evit Meurzh, 2015

The Imitation Game

Posted in Filmoù with tags , , on Meurzh 31, 2015 by geekezig

the-imitation-gameSoñj ‘m eus e oa bet kalzik komz eus The Imitation Game d’ur mare zo peogwir e rede ar vrud e oa bet kuzhet e oa heñvelreviad Alan Turing er film. Eus pelec’h e teue ar vrud-se, n’ouzon ket…
The Imitation Game a ginnig neuze en un doare “biopic” klasel-kenañ un tamm eus buhez Alan Turing ha penaos eo deuet a-benn da sevel ur mekanik gouest da zirinegañ kemennoù an Alamaned (a implije ar mekanik Enigma) e-pad an eil brezel bed. Ur bern dibaboù iskis a zo bet graet neuze evit romantelaat an istor : ur skipailh a dud bihan tout da skouer, anv ar mekanik ivez (sañset ober dave da garantez kentañ Alan Turing…) pe c’hoazh personelezh Turing dres doare Sherlock, drouk hag otus. Un tamm hegasus ‘m eus kavet an dibab-mañ a vac’h Benedict Cumberbatch en ur rol hepken. Ne lak ket an dudenn da seblantout dedennusoc’h pe plijusoc’h, er c’hontrol. Monedoneoù a zo etre bugaleaj Turing, prantad ar brezel hag ar mare lec’h m’eo bet kondaonet Turing abalamour d’e heñvelrevidigezh. Un doare da gontañ klasel, bepred. Ur rekipe efedus evel-just evit kontañ un istor a-seurt-se (heuliet e vez ar film gant plijadur memestra) met un tamm gwan marteze, un tamm re «melo», gant nebeut a nerzh e gwirionez. Ur film diazezet war un den dedennus kenañ neuze met n’eo ket ur film ken dedennus-se avat. Deoc’h da welet!

Film sevenet gant Morten Tyldum. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e54.

Zero Dark Thirty

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Meurzh 30, 2015 by geekezig

zero-dark-30The Hurt Locker a zo unan eus gwellañ filmoù ar bloavezhioù 2000 evidon. Ha koulskoude, ne oan ket bet o welet Zero Dark Thirty… Iskis! Ma, an deiz all ‘m eus divizet e sellet a-benn ar fin.
Zero Dark Thirty a zo film diwezhañ Kathryn Bigelow neuze hag a gont istor Maya, eus ar CIA, o labourat e Pakistan ha kendrec’het emañ Ben Laden o kuzhat en tu bennak, nepell.
Gorrek eo ar film peogwir n’a ket buan war-raok  an enklask (ret eo lavar e tremen un toullad bloavezhioù ivez) hag ur wech kavet titouroù war an dachenn ez eo hiroc’h c’hoazh an divizoù politikel… Ur sapre tudenn eo hini Maya, ur plac’h speredek ha kalonek met sorc’hennet gant he labour ha digenvez. Evel tudenn The Hurt Locker eo start ijinañ anezhi o ren ur vuhez ordinal er Stadoù-Unanet. Ur film efedus eo evidon-me hag a ziskouez splann pegen sot e rank bezañ izili ar servijoù-se, ar jahinerezh hag all. N’am eus ket kavet ken kreñv ha The Hurt Locker met ur sapre film eo ivez, memestra.

Film sevenet gant Kathryn Bigelow. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 2e37.

Precious

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 29, 2015 by geekezig

preciousUr sapre charre oa bet Precious pa oa deuet ‘maez m’ho peus soñj mat. N’em boa ket bet tro da welet ar film d’ar mare-se. Daoust din kavout eo brav-tre ar gemenadenn : ur plac’h zu dev o teskiñ tamm-ha-tamm da vezañ fier, a-drugarez d’an deskadurezh, ‘m eus bet poan gant ar film. Me gav eo koshaet fall marteze, dreist-holl an tammoù «hunvreoù». Prantadoù ‘zo a zo kreñv-te evel-just, an aktourezed a zo bamus a-walc’h met hegaset on bet gant an doareoù zoomoù bihan e-pad ar prantadoù kaozeadennoù, fals teulfilm… Evidon-me n’eo ket dre ret ur film mat met ur film pouezus peogwir e lak da brederiañ diwar-benn saviad tud na vezont ket gwelet na klevet james. Setu nerzh ar film, siwazh n’eo ket kendrec’hus da vat e doareoù all.

Film sevenet gant Lee Daniels diwar romant Push skrivet gant Sapphire. Stadoù-Unanet Amerika, 2009, 1e50.

New Year’s Eve

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 28, 2015 by geekezig

new-year-s-eveN’ouzon ket perak am eus sellet ouzh New Year’s Eve padal n’en doa ket plijet din Valentine’s Day. Rik memes patrom eo, anat deoc’h. Ur bern aktourien vrudet a vez gwelet un tammig e-barzh ur film kalz re hir. N’eus ket amzer da anavezout mat an tudennoù (kalz re a zo) met hir spontus eo an amzer. Marteze n’am eus ket kavet ken hegasus a Valentine’s Day met n’eo ket plijus tamm ebet kennebeut, arabat deoc’h koll amzer gant seurt film.

Film sevenet gant Garry Marshall. Stadoù-Unanet Amerika, 2011, 1e58.

ACAB – All Cops Are Bastards

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 27, 2015 by geekezig

A.C.A.B.-All-Cops-are-BastardsKalzik berzh en doa graet ACAB pa oa deuet er-maez ma ‘m eus soñj mat. Ur film italian eo, diwar-benn ar CRSed. Ur film start-tre ha teñval peogwir e tiskouez ur strollad paotred prest da ober pep tra evit difenn o enor hag o mignoned, daoust dezho ober traoù droch pe ‘maez lezenn. Tudenn an hini yaouank an hini a ro ur sell «gwerc’h» war an traoù (daoust dezhañ profitañ un tamm da vareoù zo) met an holl a seblant displijus. Ur sapre sell nec’hus war Italia a zo ivez «casa nostra» da vat, gouennelour ha dismegañsus. Efedus eo ar film neuze ha moarvat gwirheñvel met n’on ket deuet a-benn da gavout anezhañ ken plijus-se. Ur film pouezus met start da garout abalamour d’ar pezh a ziskouez, hep spi ebet e cheñchfe an traoù.

Film sevenet gant Stefano Sollima. Italia, 2012, 1e52.

Wizzywig : portrait d’un hacker en série

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 26, 2015 by geekezig

wizzywigWizzywig n’eo ket diazezet war un buhez un den resis, koulskoude e kont istor Kevin J Phenicle, un doare tudenn a c’hallfe bezañ ur bern hacker disheñvel. Kontet eo an traoù gant ur mignon dezhañ a glask difenn anezhañ peogwir emañ an toull-bac’h. Kontañ a ra neuze buhez e vignon en toull-bac’h, penaos emañ o c’hortoz e brosez met ivez e vugaleaj ha penaos eo deuet da vezañ un hacker hag all. Poltred ur mare eo (penn-kentañ an urzhiataeroù er gêr, ar c’hoarioù-video kopiet er gêr…), ur poltred ivez eus ar Stadoù-Unanet (ar mediaoù dreist-holl met ivez ar justis hag an toulloù-bac’h). Ur sapre levr eo memestra (kazi 300 pajennad) hag un tamm hir eo a-wechoù met dedennus eo. An tresadennoù n’int ket dispar bepred (distummet ar c’horfoù da vareoù zo) met ur stil efedus eo memestra. Er fin e vezer adkaset d’ar bed gwirion gant afer WikiLeaks.
Ul levr dedennus eo daoust ma kav din e seblanto marteze re simpl d’ar re a zo dedennet-tre gant an dodenn ha re hir d’ar re n’int ket dedennet a-walc’h.
Ur rebech ‘m eus d’ober da Dargaud evit ar fin, dre m’eo bet embannet e galleg goude embann ofisiel an 22 a viz Eost 2013, o defe gallet resisaat e oa Chelsea Manning hec’h anv bremañ.wizzywig--portrait-d-un-hacker-en-serie

Istor ha tresadennoù gant Ed Piskor. Embannet e galleg gant Dargaud d’an 20 a viz Gwengolo 2013.

La vie d’Adèle : chapitres 1 & 2

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Meurzh 25, 2015 by geekezig

la_vie_dadeleA bep seurt em boa klevet diwar-benn La vie d’Adèle. Plijet e oan bet gant Le bleu est une couleur chaude m’ho peus soñj mat em boa kavet gwirheñvel ha fromus. La vie d’Adèle a zo awenet gant al levr bannoù-treset met… ne teuan ket a-benn da gompren an dibaboù a zo bep graet e keñver istor. Adèle a seblant sorc’hennet da vat gant Emma (al lodenn er c’hafedi er fin a zo spontus) ha war memes tro e fin ar film ‘m eus bet ar santimant e oa Adèle ur plac’h arallreviad he deus karet ur plac’h all hepken a-benn ar fin. Ne seblant ket bezañ dedennet gant merc’hed all (estreget e penn-kentañ tout ar film), hec’h holl darempredoù all a zo gant paotred, koulskoude eo splann e tap plijadur gant Emma nemetken. Petra n’eus fellet d’ar sevener lârat? Ar prantadoù start hag heverk e barzh levr Julie Maroh a zo bet tennet (n’eo ket splann er film n’he deus Adèle darempred ebet ken gant he familh da skouer) hag ouzhpennet ‘z eus bet kaaaaaalz re a draoù, hir spontus eo!! (Tout al lodennoù er skol da skouer!) Kavet ‘m eus e oa un tamm pounner da skouer an tu metou an arz a oar ur bern traoù ha metou «izel». Koulskoude e oa un dra a veze santet e levr Julie Maroh en ur stumm, dreist-holl gant kerent Clémentine (Adèle) met aze e tap ivez kalz pouez en darempred etre an div blac’h. Ur sapre kudenn ‘m eus bet ivez gant ar paourkaezh Adèle Exarchopoulos hag he beg digor war nav eur a-hed ar film, neuz diot da vat ganti. Poan ‘m eus o welet penaos e kav tout an dud anezhi brav eston. Souezhet on bet ivez gant an nebeut a vlev a vez gwelet er film, pa vefe Adèle pe Emma e seblantont divlev da vat, n’eo ket kement-se «olala merc’hed heñvelreviad a rank kaout blev» met kentoc’h e klot gant ur skeudenniñ porno kentoc’h eget film arz. Ar gwashañ mare a oa evidon taolenn Emma e lec’h ma lak da Adèle ur bragoù bihan du (padal eo noaz dirazi) e plas livañ blev. N’eo ket gwall dra ha marteze e klot gant personelezhioù an tudennoù (ha c’hoazh) met re “brop” e seblante din. Ma, hir ‘m eus kavet ma amzer hag evidon-me eo bet tennet perzhioù kreñv al levr bannoù-treset evit sevel un oberenn na gomprenan ket tamm ebet. Hag anzav a ran n’ouzon ket petra eo ivez tout an afer gant ar spaghetti bolognaise (hag an dud a zebr hep torchañ o genou), klevet ‘moa komz eus se en ur farsal met gwir eo eo iskis memestra ^^.
Kinnig a ran deoc’h kentoc’h mont da lenn ali pevarlagad war levr Julie Maroh 😉

Film sevenet gant Abdellatif Kechiche, awenet gant levr bannoù-treset Le bleu est une couleur chaude gant Julie Maroh. Frañs, Belgia & Spagn, 2013, 2e59.

%d bloggers like this: