Tower Heist

Tower-HeistUr film skañv a fell din sellet ha dibabet neuze Tower Heist. Tremen a ra mat pep tra en ur sapre savadur doare ostaleri prevez «The Tower», tud pinvidik mor a vev aze ha graet e vez mat-tre war o zro gant an implijidi. Un deiz avat e vez kaset unan eus an dud lojet, an aotrou Shaw, gant an FBI peogwir en defe laeret arc’hant forzh pegement. Mantret eo ar skipailh peogwir e oa e karg eus arc’hant o leveoù. Ur strolladig, a zo bet skarzhet, a ziviz aozañ ul laeroñsi da glask kavout an arc’hant laosk en defe laosket en e ranndi hag adtapout ar pezh a zo bet kollet gant an aotrou Shaw neuze.
Lusket mat-tre eo Tower Heist, amzer ‘zo d’ober anaoudegezh gant kalz tudennoù, o deus personelezhioù disheñvel, fentus eo ivez ha dudius. Abaoe pell zo n’em boa ket gwelet ur film skañv a seurt se ken efedus. N’eus netra a re, n’eo ket sukr ha mel ar fin, e gwirionez n’em eus netra da rebech d’ar film! ^^

Film sevenet gant Brett Ratner. Stadoù-Unanet Amerika, 2011, 1e44.

Advertisements

2 Respont to “Tower Heist”

  1. A-du kren ganit, gant Stiller ha Murphy e c’helled kaout aon rak ar “re” evel ma lârez, tremenet em boa ivez ur sadorn noz plijus gant ar familh dirak ar film;

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: