Las Brujas de Zugarramurdi

LAS-BRUJAS-DE-ZUGARRAMURDIC’hwitet em boa film de la Iglesia er sinema peogwir ne oa ket chomet pell tamm ebet ha deuet maez tro-dro da Nedeleg ouzhpenn. O welet an DVD el labour ‘m eus soñjet e oa poent din e sellet!
Kregiñ a ra ar film gant ur sapre prantad hold-up e plasa del sol e Madrid, gant tudennoù ar jestraouierien mut o vont da laerez ur stal a adpren ar bravigoù aour. Komprenet e vez goude eo bet aozet an taol gant Jose a zo leun a gasoni evit e wreg-bet peogwir ne c’hall ket gwelet e vab. Adalek ar penn-kentañ neuze on bet hegaset gant-se, an holl tudennoù o deus ur sell negativel war ar merc’hed, evel un doare boud hollvedel drouk. Ma. Ur film faltazi eo, fentus ha dudius ouzhpenn! Met n’on ket deuet a-benn da vont en tu-hont d’ar santad-se. Ar strollad pennañ a zo paotred hepken, zoken an istudennoù a vez anavezet ar gwellañ (un tamm o fersonelezh hag o santimantoù) a zo paotred pe c’hoariet gant paotred (evit an div sorserez «fentus») ! N’eus nemet ar familh sorserezed met estreget bezañ sorserezed ne vez ket gouezet kalz tra diwar o fenn. Ar baotred ‘zo droch, laosk, aonik pezh n’eo ket kalz gwelloc’h (met an harozed int memestra). Ma, an tu se eus ar film en deus kemeret re a blas evidon ha n’on ket bet gouest da brofitañ e gwirionez eus ar film (ouzhpenn e-pad digoradur ar film, e oan o soñjal en-dro e Gone Girl just a-walc’h n’ouzon ket perak!!). Koulskoude eo ur film faltazi skañv ha fentus… Ne oan ket gouest d’e welet just evel ur film avat. Er bonusoù e seblant ar sevener komz kentoc’h eus ar mallozh bet dispaket abalamour da sotoni ar baotred ha netra all. Souezhus!

Film sevenet gant Álex de la Iglesia. Bro Spagn ha Frañs, 2013, 1e54.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: