Andon ar Gasoni

andon ar gasoniN’on ket bet tapet diouzhtu e Andon ar Gasoni met adalek m’eo erruet tudenn Klara o labourat e ti an aotrou Kenec’hdu eo bet tapet ma aked. Ur romant-polis eo Andon ar Gasoni, met ur blaz iskis a oa e-kerzh ma lennadenn, rak ar santimant am boa bezañ bet roet re a ditouroù en a-raok. Gwelloc’h e vefe bet din marteze en em c’houlenn traoù evel ar poliserien ha Rozenn Urcun. Ma, en tu-hont da-se em eus kavet kalz dudi el levr : fent ha tudennoù dedennus, kontet brav. Buan e vez lennet ar romant ha daoust deomp gouzout piv en doa graet en torfed ne ouiemp ket abalamour da betra ha souezhet on bet un tamm. Na souezhus am eus kavet ar fin ivez…

Romant bet skrivet gant Mich Beyer. Embannet gant An Alarc’h e miz Du 2011.

Advertisements

2 Respont to “Andon ar Gasoni”

  1. Ya, plijus e oa ! n’eus bet romant ebet gant Mich Beyer ar bloaz-mañ, emichañs eo yac’h anezhi memestra ! emañ o prientiñ unan div wezh tevoc’h eget boaz, marteze ! spi zo da gaout 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: