No et moi

no-et-moiUr pennad zo em boa lennet ur pennad diwar-benn ar film No et moi, e kelaouenn Muze. Plijet en doa din an danvez met n’em boa ket sellet ouzh ar film diouzhtu. N’am eus ket lennet romant Delphine de Vigan kennebeut.
13 vloaz eo Lou, e 2vet emañ en ul lise e Pariz. Tremen a ra mat-tre an traoù eviti er skol. Er gêr avat eo startoc’h an traoù peogwir emañ he mamm gant un dic’hwezhadenn abaoe marv he c’hoar vihan pa oa poupig, pemp bloaz zo. Plijout a ra da Lou sellet ouzh an dud en tiez-gar. Abalamour da se e tiviz goulennata Lou, ur plac’h yaouank dido evit un dever skol. Ur wech echu he dever e fell dezhi kenderc’hel gant an darempred. Start eo dezhi kaout mignoned ha soñjal a ra he deus kavet ur vignonez.
Ur film tener eo hini Zabou Breitman (ur wech ouzhpenn?). Poltred div blac’h un tamm a-gostez, un tamm kollet, o deus ezhomm mignoniezh. Brav-tre eo o darempred ha gwirheñvel eo ar pezh a c’hoarvez (sioù a zo gant an holl, evel-just). Ur film diwar-benn an dienez, ar c’henskoazell, ar c’hleñved, an dristidigezh, an digenvez, ar vignoniezh… Ur bern temoù kreñv a zo, degaset sioul.

Film sevenet gant Zabou Breitman. Frañs, 2009, 1e45.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: