Whiplash

whiplashE-barzh ur bern «topoù» 2014 e oa ar film-mañ. Un toullad mignoned o doa e guzuliet din. A bep seurt em boa klevet diwar-benn ar film ha n’ouzen ket re ma oan dedennet pe get.
A-benn ar fin ‘m eus soñjet e oa dav din e welet memestra. Tremen a ra an traoù en ur skol sonerezh brudet-tre e New York. Andrew Neiman a zo o paouez erruout, ur soner taboulinoù eo. Er skol-se ez eus ur c’helenner brudet : Terence Fletcher. Ur gwir tirant a vez drouk gant e skolidi. Ar re wellañ hepken a vez dibabet gantañ. Andrew en deus ar gwir da son gant e strollad studierien. Laouen bras eo ar paotr 19 vloaz ha fier met buan e verzo en deus kalz strivoù d’ober. Tamm-ha-tamm e teu da vezañ sorc’henet gant ar sonerezh, gant e gelenner. Ne fell ket dezhañ bezañ lakaet a-gostez, pell-tre ez aio an traoù.
Andrew a zo ur paotr e-unan, nebeut a vignoned en deus, an danvez karantez a vez gwelet er film a vo kaset da sutal peogwir e c’hallfe bezañ ur c’holl amzer e kichen al labour evit ar sonerezh. Displijus eo Andrew gant e familh, gant ar re all en e glasad, gant e gelenner en un doare kevezerezh evit gouzout piv a yello ar pellañ ha piv a vo gouest da c’houzañv ar muiañ a draoù.
Kalz talennoù a-dost a zo, war ar binvioù, an daouarn, ar begoù, ar c’horfoù o c’hwezhañ, ar bizied o wadañ, an dud o tufañ. «Blood, sweat, tears» da vat. Ur c’hemenn direnkus-tre a zo gant Fletcher evel kelenner : ret eo bountañ ar re donezonet da vont en tu-hont d’ar pezh int gouest d’ober, ar re a zo digalonekaet n’int ket donezonet a-walc’h. Daoust ha ret eo aberzhiñ ur bern tud «keitad» a-benn kavout un den dreist d’ar re all? Distruj buhez tud leun a entan evit un arz bennak peogwir ne vint ket gwellañ arzour ar c’hantved?
Gwall zirenkus pa lâren deoc’h. Ur sapre film kreñv eo, stignet e oan diouzhtu pa oa ur prantad seniñ, dreist-holl war al leurenn. Ha bamet on bet gant an doare plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Andrew ha Fletcher o n’em ganañ, o selloù ha mousc’hoarzhoù. An div dudenn a zo displijus a war memes tro hoalus hag a ro c’hoant da welet betek pelec’h e vint gouest da vont en o darempred klañvidik. Ur sapre film neuze, evit ar re a blij dezho an jazz pe/hag ar sinema!

Film sevenet gant Damien Chazelle. Stadoù-Unanet, (war skrammoù Frañs abaoe ar 24 a viz Kerzu) 2014, 1e46.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: