思い出のマーニー (Omoide no Mānī / When Marnie Was There / Souvenirs de Marnie)

souvenirs-de-marnieDaoust ha diwezhañ film Ghibli eo Omoide no Mānī ? Marteze. War a seblant n’en deus ket graet berzh e bro Japan. Ha pa welan pegen rouez e oa an abadennoù e Pariz (dreist-holl e japaneg istitlet) e soñjan ne vo ket gwelloc’h e lec’h all.
Ma. E Sapporo (e Hokkaido) e krog an traoù, e lec’h m’emañ Anna o vevañ gant he zud, o deus adverc’het anezhi. Nevez zo ne ya ket mat an traoù gant ar plac’hig ha den ne oar perak. Digenvez ha didrouz eo, chom a ra da dresañ hepken. Pa grog da gaout berranal ouzhpenn e vez kaset betek ti he moereb war vord ar mor. Du-hont e vo dieub d’ober ar pezh a gar ha buan e vo dedennet gant un ti kevrinus ha dilezet. Gwelet a raio Marnie, ur plac’h kenoad, a seblant bezañ un hunvre avat…
N’eus ket nerzh brasañ filmoù ar studio gant Marnie, anat. Sioul eo ha tro-dro da Anna, d’he doare da zegemer piv eo hag istor he familh. Prantadoù brav a zo avat (Anna o redek dindan ar glav o kuitaat ar silo, da skouer). Ur film tener eo, kizidik, evel an tudennoù a zo er film (Toichi da skouer, pe reoù all). Santet e vez mat ar vuhez sioul pell eus kêr, an dud un tamm start dezho komz met bepred prest da sikour… N’eus na birvilh, na traoù ken spontus-se met un aergelc’h hollek en deus plijet din (hag a ro c’hoant mont da bourmen war aodoù Hokkaido!).

Film sevenet gant YONEBASHI Hirosama. Diazezet war romant When Marnie Was There gant Joan G. Robinson. Japan, 2014 (deuet er-maez war skrammoù Frañs d’ar 14 a viz Genver 2015), 1e43.

Advertisements

2 Respont to “思い出のマーニー (Omoide no Mānī / When Marnie Was There / Souvenirs de Marnie)”

  1. SPOILER WARNING
    (na lennit ket ma n’ho peus ket sellet ar film)

    Me ‘m eus kavet iskis traoù ‘zo er film. Kavet em eus e oa heñvel-tre an darempred etre Marnie hag Anna d’an hini paotr/plac’h a zo e filmoù all Ghibli (Haku/Chihiro, Pazu/Sheeta, hag all.). Mareoù a zo lec’h ma ‘z eus tu kompren ez eus un darempred romantel etre an div zoken. Neuze e kaven oa hanter souezhus-cool evit Ghibli ha tout, zoken ma n’eo nemet ur vignoniezh greñv. Met gant “twist” ar fin e vez komprenet petra eo an darempred etre an div dudenn hag anzav a ran on bet un tamm dipitet.

    Met marteze eo mesket pep tra en va fenn gant an tresadenn-bev all a zo bet sellet ar memes devezh ^^

    • Gwir-tre! Dreist-holl eo heñvel Anna eus ur paotr un tamm (ez fizikel) hag e seblant gwarizius eus “amourouz” Marnie.
      Ret vefe lenn ar romant evit gwelet ma teu an tu-se eus Ghibli pe eus ar romant…
      Kompren a ran neuze e vefe bet dipitus an twist ^^
      Ha marteze ya! “Anrnie (Marnna?) is canon”? ;p

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: