Paotr Louarn 1 : Nozvezh al Louarn

paotr-louarn-gSetu lennet levr kentañ Paotr Louarn a-benn ar fin! Prenet em boa e saloñs Karaez met n’em boa ket kemeret amzer d’e lenn c’hoazh daoust da dud zo o pouezañ reoliek :p (ha din bezañ bet un dresadenn gant an aozer abaoe!). Koulskoude e vez lennet buan! Ma, graet eo.
Paol a zo ur paotr a 16 vloaz o vevañ e Roazhon. Barnerez eo e vamm ha marvet eo e dad pa oa bihan. Ur c’hrennard eus an displijusañ eo (brabañser, dismegañsus…) met tresañ a ra mat-tre ha plijout a ra kalz dezhañ al levrioù bannoù-treset abaoe e vugaleaj, an haroz Fox Man dreist-holl. Un nozvezh e kej gant un den iskis a lakao da zispakañ galloudoù souezhus dezhañ. Ul levrenn digoradur eo hepken setu e oa blaz ar re nebeut evel-just, peogwir e krog hepken da vezañ dedennus e fin an istor. Plijet on bet o welet lec’hioù Roazhon en tresadennoù. Dre vras e kavan eo deuet brav al labour tresañ gant Laurent Lefeuvre. Un tamm dipitetoc’h on bet gant ar brezhoneg a zo dizampart a-wechoù (“boutoñsoù” evit bosoù, “ibil” (!) evit ufern, “diskouarn” e plas diskoaz er fin…). N’eo nemet un nebeudig traoù met iskis a ra pa vezer tapet el lennadenn. Ma, laouen on memestra e vefe un haroz breizhat hag e brezhoneg daoust din kaout c’hoant lenn muioc’h a-raok lârat e plij din Paotr Louarn e gwirionez rak evit ar mare ne blij ket Paol din, anat ^^paotr-louarn-d

Istor ha tresadennoù gant Laurent Lefeuvre. Embannet gant Keit Vimp Bev e miz Here 2014.

Advertisements

2 Respont to “Paotr Louarn 1 : Nozvezh al Louarn”

  1. Kaoc’h-ki ! ganin eo bet reizhet ! met n’em boa ket atav an tresadennoù e-kichen, goulennet em boa ober un adlenn penn-da-benn er fin met n’eo ket bet posubl. Trugarez d’e lavaret memestra, klask a rin ober gwelloc’h ur wezh all…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: