The Great Gatsby

The-Great-Gatsby-BookPegoulz e tiviz an nen kregiñ da vat gant ur romant klasel ha brudet meurbed evel hini Francis Scott Fitzgerald? E fin an diskar-amzer em eus kavet e oa poent din kregiñ ganti. Na hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant deskrivadennoù East ha West Egg. Met ur wech graet anaoudegezh gant Gatsby er gouel e oa cheñchet pep tra. Evel an holl moarvat on bet tapet gant e vousc’hoarzh, old sport.
Kenderc’hel a ra an traoù neuze betek ur prantad skrijus. Adalek ar prantad dic’hortoz-se (evidon) am eus kavet e oa galloudus spontus ar romant, gant an holl o tilezel unan bennak ur wech m’eo marv, tamm doujañs ebet ken. Fin ar romant evidon a zo bet evel pignat ur menez betek an uhel, gant frazennoù diwezhañ ar romant o tarzhañ evel an heol o sevel el lein. Ur sapre romant eo The Great Gatsby, gant prantadoù un tamm hir ha marteze un tamm giz kozh bremañ met kompren a ran digudenn perak eo ken pouezus el lennegezh ha n’am eus ket keuz tamm ebet da vezañ e lennet, na vefe ken nemet evit ar frazennoù diwezhañ.

Romant bet skrivet gant Francis Scott Fitzgerald, embannet evit ar wech kentañ gant Charles Scribner’s Sons e 1925.

Advertisements

Ur respont to “The Great Gatsby”

  1. […] boa ket bet c’hoant sellet ouzh film Baz Luhrmann a-raok bezañ bet lennet The Great Gatsby. Ur wech graet ne oa abeg ebet ken da chom hep e sellet. Un tamm souezhet on bet gant an dibab […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: