Dielloù evit C'hwevrer 2, 2015

In Treatment – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on C'hwevrer 2, 2015 by geekezig

in-treatment-3Pell zo e felle din sellet a-benn ar fin ouzh fin In Treatment. Gant plijadur ‘m eus adkavet Dr. Paul Weston hag an dud a zeu da welet anezhañ. Un tamm souezhet on bet gant «ar sizhun» a zo bet troc’het un tamm disheñvel (n’eus ket a Yaou). Tud nevez a zeu da welet anezhañ. Plijet en deus kalz din tudenn Sunil, an intañv Bengali. Frances ar gomedianez a zo displijus un tamm met dedennus-tre, taer-tre eo Jesse ar c’hrennard… Ha dispar ‘m eus kavet tudenn ar bredvezegez nevez, Adele! Un darempred all a zo etrezo, sur. Paul en deus kudennoù nevez ivez, en o-zouez un nec’hamant tro-dro da gleñved Parkinson.
Evit ur wech, ne oa ket un devezh a felle din gwelet muioc’h eget ar re all (marteze ar Gwener gant Adele?) met dedennus-tre ‘m eus kavet emdroadur Paul (gant e vab, e aon e keñver yec’hed, e labour gant Adele) hag an dud a zeu da welet anezhañ. Echuiñ a ra en un doare trist ar bloavezh ha neuze ar stirad me gav. Blaz ar melkoni da vat…
Ur c’hlozadur logik met un tamm trist on memestra. Un draig a vanko din me gav din, plijet e vefen bet o welet un toullad bloavezhioù ouzhpenn d’am soñj…

Stirad amerikan bet skignet war chadenn HBO e 2010. 28 rann etre 22 ha 30 munutenn.

The Great Gatsby

Posted in Levrioù with tags , , , , , on C'hwevrer 2, 2015 by geekezig

The-Great-Gatsby-BookPegoulz e tiviz an nen kregiñ da vat gant ur romant klasel ha brudet meurbed evel hini Francis Scott Fitzgerald? E fin an diskar-amzer em eus kavet e oa poent din kregiñ ganti. Na hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant deskrivadennoù East ha West Egg. Met ur wech graet anaoudegezh gant Gatsby er gouel e oa cheñchet pep tra. Evel an holl moarvat on bet tapet gant e vousc’hoarzh, old sport.
Kenderc’hel a ra an traoù neuze betek ur prantad skrijus. Adalek ar prantad dic’hortoz-se (evidon) am eus kavet e oa galloudus spontus ar romant, gant an holl o tilezel unan bennak ur wech m’eo marv, tamm doujañs ebet ken. Fin ar romant evidon a zo bet evel pignat ur menez betek an uhel, gant frazennoù diwezhañ ar romant o tarzhañ evel an heol o sevel el lein. Ur sapre romant eo The Great Gatsby, gant prantadoù un tamm hir ha marteze un tamm giz kozh bremañ met kompren a ran digudenn perak eo ken pouezus el lennegezh ha n’am eus ket keuz tamm ebet da vezañ e lennet, na vefe ken nemet evit ar frazennoù diwezhañ.

Romant bet skrivet gant Francis Scott Fitzgerald, embannet evit ar wech kentañ gant Charles Scribner’s Sons e 1925.