The Legend of Korra – Book 3 : Change

the-legend-of-korra-season-3Gwall cheñchet eo an traoù ya, abalamour ez eus tud o tizoloiñ int gouest da vestroniañ an aer! Tenzin a glask neuze kavout anezho ha deskiñ dezho sevenadur kantreidi an aer. Korra ne oar ket re petra ober (met berzhet eo bet eus Republic City) neuze e sikour anezhañ. «Team Avatar» a vez kavet en-dro, gant farsadennoù Bolin, prantadoù skoemp etre Mako ha Korra, mignoniezh etre Korra hag Asami. Vad en deus graet din an distro-se. Ur bagad 4 den drouk a glaske war-lerc’h Korra, gant ar soñj distruj an holl pennoù bras (politikourien met ivez an avatar, anat). Ur bern emgannoù ha prantadoù start a zo neuze! Plijet on bet spontus o tizoloiñ kêr Zaofu ha traoù diwar-benn Lin Beifong hag he c’hoar (evel-just!)! Aet eo kalz an dud war-raok : Korra a oar mestroniañ ar metal, Bolin al lava… Fromus-tre ‘m eus kavet fin ar bloavezh gant Jenora met gwall nec’het on evit Korra a zo e stad fall…
Kavet ‘m eus e oa heñveloc’h ar bloavezh-mañ eus an hini kentañ hag e gwirionez ‘m eus kavet e oa kalz traoù o cheñch, an dud o vont war-raok hag o tizoloiñ traoù, muioc’h eget en eil bloavezh. Bremañ e chom ar bloavezh diwezhañ tout…

Stirad bevaat amerikan bet krouet gant Michael Dante DiMartino ha Bryan Konietzko. 13 rann 20 munut bet skignet war chadenn Nickelodeon ha lec’hienn Nick.com etre ar 27 a viz Even 2014 hag an 22 a viz Eost 2014.

Advertisements

5 Respont to “The Legend of Korra – Book 3 : Change”

  1. Oh, ma ouifes ‘pezh a c’hoarvezo !

  2. […] sapre lamm en amzer a zo etre trede ha pevare levr Korra. Tri bloaz zo tremenet abaoe m’eo bet gloazet Korra ha cheñchet eo kalz […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: