Dielloù evit C'hwevrer, 2015

Jupiter Ascending

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 28, 2015 by geekezig

jupiter_ascendingUr film nevez gant Lana hag Andy Wachowski a zo un degouezh bepred. Anzav a ran em boa disoñjet mik e oa Jupiter Ascending da zont er-maez. Koulskoude ‘m eus gwelet ar skritelloù er metro hag e lec’h all hag e soñjen «petra eo an dra-se c’hoazh?» a-raok kaout soñj e oa o film nevez (am boa klevet komz pennad zo bremañ). Ma, bet on neuze evit ma zeiz-ha-bloaz ^^
Jupiter a zo ur plac’h yaouank a vez o torchañ tiez tud pinvidik. Plijout a ra dezhi kalz he familh met he buhez a gav un tamm nul. E keit-se e vez dizoloet emañ ur familh roueel o n’em ganañ tro-dro d’o hêrezh, ha d’ar planedennoù o deus. An tri anezho a fell dezho lazhañ pe kaout beli war Jupiter, he deus rik memes genoù hag o vamm hag a c’hallfe kaout he lod neuze en hêrezh-se.
Ar paourkaezh plac’h a zo tapet en itrikoù-se met sikouret e vo gant ur soudard, Caine.
Kavet ‘m eus plijus-tre istor Jupiter Ascending, meur a wech em eus soñjet e filmoù skiant-faltazi koshoc’h. Simpl a-walc’h eo an traoù (hep bezañ droch hañ met n’eo ket teñval ha sirius evel m’eo ar c’hiz abaoe un toullad bloavezhioù), fent a zo, lodennoù gant listri er spas o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Titan A.E., tudennoù a bep seurt na vez ket amzer d’ober anaoudegezh ganto met a seblant cool pa vezont gwelet war ar skramm (ar plac’h “bounty hunter”, ar plac’h e penn al lestr…) ha boudoù iskis forzh pegement. Tout an traoù-se o deus plijet din, kalz. Met hir ‘m eus kavet ma amzer, dreist-holl e-pad an emgannoù. N’ouzon ket eus pelec’h e teu an digempouez met daoust d’an aozennoù dispar a-us n’en deus ket plijet din ar film kement-se evel hollad. An doare da gontañ, da frammañ? Ur santad e koshao fall ar film? Ur sapre santad ne oa ket entanet an aktourien ? N’ouzon ket mat. Pa soñjan koulskoude ez eus ur bern tuioù mat! Domaj eo neuze ne vefe ket ken kreñv ar film, evel ma vankfe un dra bennak… 😦

Film sevenet gant Lana hag Andy Wachowski. Stadoù-Unanet Amerika hag Aostralia, (deuet er-maez er c’hwec’hkorn d’ar 4 a viz C’hwevrer) 2015, 2e07.

Advertisements

Win Win

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 27, 2015 by geekezig

win-winUn doare “indie movie” amerikan klasel eo Win Win. Mike a zo un alvokad en ur gêr vihan met n’a ket mat an traoù en e labour. Ober a ra war-dro skipailh gourenerezh al lise met nul a-walc’h eo ar baotred. Un deiz bennak e tiviz touellañ ur paotr kozh evit gounit arc’hant. Goude-se ec’h erru mab-bihan an den-se, en deus tec’het eus ti e vamm. Ur sapre gourenener eo Kyle. Tamm-ha-tamm e kav ar familh ur c’hempouez gant Kyle en ti ganto ha skipailh gouren al lise a gav ul lañs nevez.
Souezhet on bet er penn-kentañ met plijus eo ar film, gant tudennoù leun a sioù a-benn ar fin. Plijus ‘m eus kavet ha souezhet on bet gant ar fin, a zo un “happy ending” c’hwerv-tre. Ur film bihan a-feson.

Film sevenet gant Thomas McCarthy. Stadoù-Unanet Amerika, 2011, 1e46.

The Ocean at the End of the Lane

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on C'hwevrer 26, 2015 by geekezig

Ocean_at_the_End_of_the_LaneAr wech kentañ e oa din lenn ur romant gant Neil Gaiman. Dibabet ‘m eus unan nevez am eus kavet e saozneg el levraoueg.
Kregiñ a ra an traoù pa zistro an haroz, un hanter kant vloaz bennak, d’ar gêriadenn lec’h ma veve pa oa bihan, evit obidoù e dad. Tec’hout a ra kuit ha soñjal e traoù zo c’hoarvezet pa oa 7 vloaz e ti feurm ar familh Hempstock e-kichen e di. Ur familh merc’hed hepken eo hag a seblant gouzout traoù diwar-benn darvoudoù dreistordinal.
Tapet eo ar paotrig en istorioù-se peogwir e teu da vezañ mignon gant Lettie, a seblant bezañ 11 vloaz. Ur sapre avantur e vevo neuze, gant darvoudoù start-tre.
Skrivet brav eo, plijus-tre hag aes ‘m eus kavet da lenn. Melkonius eo un tamm an ton.
Un dizoloadenn a-feson, me gav din e klaskin lenn levrioù all gantañ adalek bremañ.

Romant skrivet gant Neil Gaiman. Embannet gant William Morrow and Company, d’an 18 a viz Even 2013.

The World’s End

Posted in Filmoù with tags , , , on C'hwevrer 26, 2015 by geekezig

The World's EndNe oan ket deuet a-benn da welet The World’s End er sinema abalamour ne oa ket bet skignet e YO e Roazhon. Met fellout a rae din groñs gwelet trede film ar “c’hornetto trilogy” (goude Shaun of the Dead ha Hot Fuzz) un deiz bennak memestra! Evel boaz eo un doare dave da filmoù all, aze ur meskaj kentoc’h etre filmoù krennarded/filmoù mignoned ha skiant-faltazi. N’eo ket ken fentus ha Hot Fuzz (start eo war memes tro!) met c’hoarzhet ‘m eus memestra ha bet kalz plijadur. Dudius-kenañ eo sur. Ur blijadur e oa gwelet aktourien all o kemer perzh e «avanturioù» an triad, Martin Freeman ha Rosamund Pike dreist-holl. Evel boaz ez eus istudennoù a-feson (Basil da skouer). Marteze a-walc’h eo ar film gwanañ diwar an tri met anzav a ran en deus plijet kalz din marteze ivez peogwir e klot moarvat gant an doare film a blij din ar muiañ e-touez an tri (filmoù zombied ha polis a oa ar reoù all).

Film sevenet gant Edgar Wright. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e49.

L’apollonide : souvenirs de la maison close

Posted in Filmoù with tags , , on C'hwevrer 25, 2015 by geekezig

l-apollonide-souvenirs-de-la-maison-closeKalz kaoz e oa bet eus ar film-se pa oa deuet er-maez. Ne oan ket dedennet kement-se d’ar mare-se met an deiz all em eus soñjet e oa poan gwelet petra ‘oa kaoz.
E 1899 ha 1900 e tremen ar film, en un ti gisti e Pariz. Un ti cheuc’h eo, gant arvalien kentoc’h pinvidik. Graet e vez mat war-dro ar merc’hed gant perc’hennez an ti met mirout a ra anezho abalamour d’an dle o deus. A bep seurt merc’hed a vo heuliet met dreist-holl Madeleine a c’hoarvezo un dra spontus dezhi, Pauline, ur plac’h yaouank nevez erruet pe c’hoazh Clotilde a grog tamm-ha-tamm da goll klianted ha da vutuniñ opiom.
N’eus ket kalz darvoudoù bras (met ur sapre hini a zo!) met diskouezet eo brav buhez pemdez un ti evel-se, darempredoù ar merc’hed, ar c’henskoazell, darempredoù tener ivez gant klianted zo, ar yec’hed, an arc’hant.
Dedennus ‘m eus kavet hag a-benn ar fin n’eus ket kalz prantadoù rev, ur film diwar-benn ar merc’hed a zo en ti eo e gwirionez. Un tamm melkoni a santer e fin ar film, gant ar c’hlozadur, eus an amzer-se lec’h ma oa aozet kenwerzh ar rev en un doare all. Daoust da bep tra ne gav ket din e tiskouezfe un doare baradoz, ur bern tuoù fall a vez diskouezet. Ur film dedennus neuze ha brav da welet.

Film sevenet gant Bertrand Bonello. Frañs, 2011, 2e02.

Married Life

Posted in Filmoù with tags , , on C'hwevrer 24, 2015 by geekezig

marriedlifeE deroù ar bloavezhioù 50 e tremen ar film, doare Mad Men e aergelc’h un tamm. Kontet eo an istor gant tudenn Pierce Brosnan, a zo ur merc’hetaer na fell ket dezhañ dimeziñ. Un deiz, e vignon Harry a anzav dezhañ en deus ur wreg-kleiz, Kay. Ne fell ket dezhañ ober drouk d’e wreg avat, un darempred brav-tre a zo etrezo ha kavout a ra aesoc’h lazhañ anezhi eget lârat dezhi ar wirionez.
Un istor darempredoù eo anat, gevier, karantez, penaos e c’hall darvoudoù zo kreñvat darempredoù hag all. Plijus a-walc’h ‘m eus kavet an aktourien (ar merc’hed dreist-holl ha Pat dreist da bep tra!) met un tamm gwak ‘m eus kavet an hollad. Ne oa netra souezhus pe fentus. Mankout a rae un tamm from, un nerzh bennak. Ur film etre neuze a vez disoñjet buan ‘m eus aon!

Film sevenet gant Ira Sachs. Stadoù-Unanet Amerika ha Kanada, 2007, 1e30.

ノルウェイの森 (Noruwei no mori / Norwegian Wood)

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 23, 2015 by geekezig

norwegian-woodKlasket ‘moa sellet Norwegian Wood ur pennad zo met ne yae ket en-dro DVD al levraoueg! Deuet on a-benn da gavout unan a yae en-dro (daoust m’eo bet rentet gant kalz dale ^^).
Diwar romant Murakami eo met n’am eus ket bet e lennet.
Heuliet e vez Watanabe, ur paotr yaouank a blij lenn dezhañ. E kerzh e studio e Tokyo e wel Naoko a oa karedig e vignon lise, ‘zo n’em zistrujet. Goude o defe bet un darempred rev e tec’h ar plac’h kuit. Nec’het eo ar paotr met kenderc’hel a ra gant e vuhez. Gouzout a raio goude ez eus kalz kudennoù gant Naoko hag e vez soagnet en ul lec’h a-ratozh evit ar re zigempouez a-fed bred. Un doare karantez a zo etrezo met karout a ra ivez ur plac’h yaouank a zo er skol-veur gantañ…
Brav-kenañ ‘m eus kavet ar film, talennoù brav eston a zo, dibaboù lec’hioù (kichen ar mor da skouer) a zo dispar. Un tamm dipitet on bet avat gant an istor a zo diwar-benn rev hepken kazi ha diwar-benn emlazh mod all. Seblantout a ra stanket an tudennoù en o sorc’hennoù, en un doare moul iskis ha ne gomprener ket mat perak. Setu ar pezh n’eus miret ac’hanon da gavout gwelloc’h c’hoazh ar film met dedennus eo memestra.

Film sevenet gant Tran Anh Hung, diazezet war romant MURAKAMI Haruki. Japan, 2010, 2e13.

%d bloggers like this: