Monstres Academy

monstres-academyUr c’hiz a zo ober filmoù a dremen a-raok unan all evit displegañ piv e oa an tudennoù hag all, setu ar pezh a zo bet kinniget gant Pixar n’eus ket keit-se zo gant Monstres Academy. E penn-kentañ ar film e vez gwelet Bob pa oa bugel ha penaos en deus fellet dezhañ mont d’ar skol-veur evit deskiñ penaos mont da d/”terreur d’élite”. Goude-se e vo gwelet er skol-veur neuze, oc’h ober anaoudegezh gant Sulli ha merzout buan n’eo ket gwall varrek daoust dezhañ studiañ evel ur sod. Skarzhet e vo eus departamant an aon er skol-veur met kinnig a raio da benn an departamant adkemer anezhañ (ha tout ur skipailh all, Sulli en o-zouez) ma teuont a-benn ur genstrivadeg etre kenvreuriezhoù. Brav-tre eo ar film, anat ha fentus a-walc’h met n’on ket bet kendrec’het da vat gant ar film. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer hag hegaset on bet gant an tu re “amerikan” (gant sistem ar skolioù-meur du-hont), re dost eus ar bed gwirion neuze. Ouzhpenn-se e kaven poanius istor ar film pa ouier fin Monstres & Cie. N’eo ket fall ar film ha plijadur ‘m eus bet o sellet met n’emañ ket a live gant ar film diazez na gant filmoù boaz Pixar me gav.

Film sevenet gant Dan Scalon. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e44.

Advertisements

4 Respont to “Monstres Academy”

  1. Amañ e plij an daou film d’ar vugale kement ha kement. N’en deus ket displijet din ivez tamm ebet ha ne gav ket din n’eo ket a-live gant an hini kentañ. Marteze ne’m eus ket sellet pizh-pizh outañ avat.

    • Ma! Ret eo lârat em boa gwelet an hini kentañ er sinema hag evidon-me e oa bet ur bam, ar film bevaat bravañ am boa bet gwelet betek neuze. Ket a live gant How To Train Your Dragon met un efed un tamm heñvel. Ouzhpenn-se e vank Bou.

  2. An euzhviled n’anavezan ket, met tro ‘m eus bet da sellet ouzh Les nouveaux héros e-pad ar vakañsoù ha plijet on bet ken ez on bet. Ne sellan ket mui ouzh ar filmoù Pixar, ur c’holl-amzer e kav din ez eo, met domaj eo peogwir e kavan mat anezho pa lakaan va fri e-barzh !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: