Atlantide : l’empire perdu

Atlantis the lost empireE-touez filmoù Disney n’am boa ket bet gwelet c’hoazh e oa Atlantide : l’empire perdu ivez. Souezhet on bet un tamm gant an aergelc’h, tostoc’h eus filmoù “live” ar bloavezhioù 80 eget filmoù bevaat ar studio. Dudius-tre ha leun a zizoloadennoù ha darvoudoù gant ur bern tudennoù a bep seurt! Heuliet e vez Milo Thatch a glask war-lec’h Atlantis evel e dad-kozh. Tutaet e vez gant un den kozh a oa mignon gant e dad-kozh ha mont a ra kuit gant ur skipailh. Darn vrasañ ar skipailh a zo deuet peogwir e oa paeet mat ha n’eo ket evit dizoloiñ traoù. Reoù all a zo deuet evit laerez pinvidigezhioù al lec’h ivez…
Kavet ‘m eus plijus an daveoù istorel ha daoust d’an istor tremen e 1914 ez eus merc’hed kreñv ha dedennus en afer. Anat eo ez eus kaoz eus trevadenniñ en istor met ivez en doareoù da saveteiñ ur sevenadur ma chom serret warni hec’h-unan. Ur bern boued a zo aze. Brav-tre eo ar film ouzhpenn (bamus a-walc’h e oa war blu-ray), koshaet kentoc’h mat an traoùigoù niverel e-barzh ha daoust d’ur c’haracter design digempouez un tamm me gav (seblantout a ra tudennoù zo dont eus filmoù disheñvel kazi, Elga am eus kavet ar gwashañ peogwir e den da Pocahontas penn-da-benn) eo mat-tre an disoc’h. ‘M eus aon emañ e-touez filmoù Disney barnet an taerañ padal eo speredek ha dudius, anat levezon filmoù evel Star Wars, ar Goonies, Indiana Jones, romantoù Jules Verne hag all. Un dizoloadenn a-feson evidon!

Film sevenet gant Gary Trousdale ha Kirk Wise. Stadoù-Unanet Amerika, 2001, 1e31.

Advertisements

2 Respont to “Atlantide : l’empire perdu”

  1. Yaaaaaaaa ! Unan eus ar re wellañ d’am soñj, hag a vez disoñjet pe graet fae warnañ re alies… Un tammig evel addoare skiant-faltazi Enez anTeñzor : Planedenn an Teñzor !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: