The Legend of Korra – Book Two : Spirits

the-legend-of-korra-season-2Gant fin The Legend of Korra e oa poent adstagañ ganti memestra ha sellet a-benn ar fin ouzh ar bloavezhioù all! Setu neuze an eil levr, hini ar speredoù!
Kregiñ a ra ar bloavezh gant Korra a ziviz mont da zeskiñ traoù gant hec’h eontr Unalaq, a zo e penn klan an dour en Norzh, kentoc’h eget kenderc’hel he studioù gant Tenzin. Hemañ a ziviz mont da veajiñ neuze hag e kas e vreur Bumi hag e c’hoar Kya, daoust dezhañ pas kaout c’hoant kement-se. Buan e verzo Korra ne fell ket da Unalaq sikour anezhi met hec’h implij na lavaran ket.
Un tamm dipitet on bet gant tudenn Unalaq a seblant drouk adalek ar penn-kentañ. Ne seblante ket gwall soutil. Kalz dedennusoc’h ‘m eus kavet Varrick ar penn embregerezh fentus a oar implij e arc’hant evit ar pezh a fell dezhañ da skouer. Iskis e oa ivez aergelc’h ar bloavezh peogwir n’emañ ket ar strollad mignoned asambles ken kazi. Dudius eo memestra, brav bepred ha dedennus. Ur bam eo an div rann ispisial tro-dro da Wan, an avatar kentañ, da skouer. N’on ket bet fromet kement ha gant ar bloavezh kentañ met prantadoù brav a oa, tro-dro da familh Tenzin dreist-holl (an daou rummad). Kalz fent a zo bepred evel-just ha kalz plijadur ‘m eus bet o sellet, anat deoc’h. Hast ‘m eus gwelet petra c’hoarvezo en trede levr!

Stirad bevaat amerikan bet krouet gant Michael Dante DiMartino ha Bryan Konietzko. 14 rann 20 munut bet skignet evit ar wech kentañ etre an 13 a viz Gwengolo hag an 22 a viz Du 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: