Dielloù evit Genver, 2015

The Riot Club

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 31, 2015 by geekezig

the-riot-clubNe ouien ket kalz tra diwar-benn The Riot Club, estreget e oa paotred koant war ar skritell hag e oa sevenet gant ar plac’h e doa sevenet An Education en doa plijet kalz din. Gant ma c’hartenn sinema nevez hag imoret mat on bet o welet ar film. Gouezet ‘m eus goude e oa diazezet war ur pezh c’hoari (Posh) ha souezhus eo n’am befe ket soñjet e-kerzh ar film rak e gwirionez e tremen pep tra pe dost e-pad ur pred, e memes pezh. Azasaet eo kentoc’h mat neuze peogwir ne seblant ket souezhus er film. Ma, The Riot Club a gont istor ur c’hlub e skol-veur Oxford. Paotred hepken, tud a live uhel evel-just a blij dezho evañ, debriñ ha fouzhañ. «We’re gonna carpe that diem» hervezo, lakaomp.
Start-tre eo gouzañv ar pezh a vez klevet er film (gouennelouriezh ha kalz kalz dismegañs evit ar metouioù sokial izel, an dud n’o defe ket bet memes deskadurezh hag all), feuls-tre eo da veur a vare, dre ar gaoz ha dre an traoù a vez graet. Souezhet on bet o welet e oa kreñv-tre an nebeut tudennoù merc’hed a vez gwelet a-benn ar fin (Natalie Dormer a ra un doare cameo bamus-tre e perzh un escort na bleg ket d’ar strollad 10 den dirazi). Un toullad prantadoù deuet brav-tre a zo er film (emañ anat, met reoù all ivez) ha poanius e oa klevout pegen gwir e oa frazenn tudenn Ryle «you think you hate me but you love me and you just can’t admit it», fin eo bet dibab an aktour (a oa Finn e-barzh The Hunger Games), anat! N’on ket bet kendrec’het penn-da-benn eus an hollad avat, dreist-holl e keñver An Education.

Film sevenet gant Lone Scherfig. Rouantelezh-Unanet, (deuet ‘maez war skrammoù Frañs d’an 31 a viz Kerzu) 2014, 1e47.

Advertisements

Eleanor & Park

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Genver 18, 2015 by geekezig

Eleanor-and-ParkFentus eo istor ar romant-se evidon. E brofet em boa d’am nizez evit he 13 vloaz hag e oa aet hi ivez da brenañ anezhañ evidon d’ar memes mare! Da Nedeleg he deus profet din al levr setu on kroget d’e lenn en treñ da Bariz disul.
Tremen a ra ar romant er bloavezhioù 80 er Stadoù-Unanet en ur c’harter un tamm paour. Park a zo ur c’hrennard ordinal, n’eo gwelet na mat na fall met e vamm a zo Koreanez ha kemplezhiet eo un tamm gant e neuz diavaez. Eleanor a zo ar plac’h nevez er skol, blev ruz rodellet ganti ha kentoc’h tevik, buan e vez an dud oc’h ober goap outi. N’eo ket ar gwashañ eviti koulskoude peogwir eo kentoc’h er ger n’a ket, gant mignon he mamm, Richie.
Park & Eleanor a grogo un darempred didrouz, just o vezañ azezet kichen-ha-kichen er c’harr boutin. Goude ur mare e lennont bannoù-treset asambles, goude-se e selaouont sonerezh ha setu penaos e krog ar garantez etrezo. Moutik-tre eo o darempred ha meur a wech am eus kavet gwir-tre ar pezh a c’halle soñjal pe ober an tudennoù, an traoù droch a c’haller ober d’an oad a 16 vloaz just a-benn gwelet an den a garer. Dodennoù all a zo evel-just, gouennelouriezh, identelezh, feulster (er skol, er gêr) ha paourentez dreist-holl. Buan ‘m eus lennet ar romant ha plijus-tre ‘m eus kavet e gwirionez ha fromus ken-ken. Iskis eo peogwir ne kont netra dreistordinal met se an hini ‘zo kreñv : deskrivadennoù ken resis eus ar santadoù kreñv a c’haller kaout en ur stokañ dorn unan bennak a garer pe o kavout brav traoùigoù resis, o karout un doare da lârat an traoù… Gwir-tre, kaerderioù simplañ ar garantez.
C’hoarzhet ‘m eus ivez gant ar prantad tro-dro d’ar fardañ, da Han Solo… Pep hini a c’hall kavout traoù heñvel e Eleanor hag e Park moarvat. Deuet brav eo ar romant-mañ evidon-me, un drugar eo bet e lenn.
Ha peseurt gerioù a vefe bet skrivet gant Eleanor war ar gartenn-post? 🙂
Evit ar re a zo bet plijet gant al levr eveldon ez eus ur bern fan art brav da gavout war ar rouedad ^^

Romant amerikan skrivet gant Rainbow Rowell. Embannet e galleg gant Pocket Jeunesse d’ar 5 a viz Even 2014.

Fish Tank

Posted in Filmoù with tags , , , on Genver 18, 2015 by geekezig

Fish-TankMeur a wech ez eo bet komzet din eus ar film-se gant ur mignon din. Ar wech kentañ en doa lâret e plijfe din hag an eil e oa kentoc’h o komz diwar-benn Michael Fassbender e-barzh ar film. Ur film diwar-benn ur grennardez eo Fish Tank. Ur grennardez a blij dezhi dañsal. Ur sapre penn-beulke eo hag ober a ra ur bern sotonioù setu perak eo bet skarzhet eus he skol. Tremen a ra he devezhioù o pourmen er maez, o klask jeu hag oc’h evañ. He c’hoar vihan a zo un tamm war memes hent. Un deiz bennak ec’h erru Connor en o zi, mignon nevez he mamm. Tremen a ra mat an traoù gantañ, plijus eo ha broudañ a ra anezhi da zañsal ha da gemer perzh en ur genstrivadeg, lakaat a ra anezho da zizoloiñ sonerezh ivez. D’ur mare zo avat e cheñch an darempred etre Mia hag eñ. Ar plac’h 15 vloaz a zizoloio e vuhez kuzh ha d’ober sotonioù all. Gwall deñval eo ar film, poltred ur metou sokial izel e bro Saoz, tud a gont gevier, oc’h abuziñ o amzer en ur evañ ha straniñ tra ken… An nebeut a draoù pozitivel a zo ken fall hag ar peurrest (ar genstrivadeg dañsal). N’am eus ket kavet displijus ar film met un tamm hir ha moarvat re negativel evit ma zemz-spered d’ar mare-se. Poan ‘m eus bet o kompren perak e yae Mia d’ober traoù ken droch ivez (gant Keira da skouer), na digenvez e seblant bezañ…

Film sevenet gant Andrea Arnold. Rouantelezh-Unanet, 2009, 2e03.

The Informers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Genver 15, 2015 by geekezig

the_informersYaaaa, anzav a ran e oan dedennet gant The Informers abalamour da daou zen : Bret Easton Ellis + Winona Ryder, ar peurrest ne oa ket pouezus. War a seblant eo savet ar film diwar danevelloù a oa chomet diembann da vare romantoù kentañ Bret Easton Ellis. Kaoz a zo neuze eus tud yaouank pinvidik, dramm, rev… Adalek ar penn-kentañ avat ‘m eus bet un tamm aon, n’ouzon ket abalamour da betra resis, ma oa an aergelc’h pe an aktourien met traoù ‘zo na glotent ket, a rae faos da vat.
Heuliet ‘vez a bep seurt tudennoù neuze hag e c’hoarvez traoù dezho met ne teuen ket a-benn na da vezañ dedennet na netra (marteze e tiskouez un tamm ar pezh a c’hall bezañ techoù fall Bret Easton Ellis : an diouer a dudennoù plijus. Dre vras e chomont dedennus met aze ne oa netra). Ma, ur film a vez disoñjet buan neuze…

Film sevenet gant Gregor Jordan. Stadoù-Unanet Amerika, 2008, 1e38.

Pas son genre

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Genver 14, 2015 by geekezig

pas-son-genreKuzuliet eo bet din ar film-se gant meur a zen ha profitet ‘m eus eus ma nozvezh kentañ e Pariz ma-unan ha dirouedad evit e sellet. Un istor simpl a-walc’h eo hini Pas son genre (a zo tennet diwar ur romant) : ur parizian, kelenner prederouriezh ha skrivagner a vez kaset da gelenn e Arras. Un tamm displijus ha leun a rakvarnioù eo an den met plijet eo gant ar plac’h he deus troc’het e vlev dezhañ e ti ar perukenner e Arras : Jennifer. Ur plac’h laouen eo hi, a vev gant he mab a zo tro 10 vloaz bennak. Evurus int ha simpl eo ar vuhez, plijout a ra dezhi mont d’ar sinema ha da ganañ d’ar sadorn da noz gant he mignonezed. Dic’hortoz eo o istor karantez evel-just, o vezañ eus metouioù sokial disheñvel-mik. Koulskoude e tegaso an eil kalz traoù d’egile ha d’eben a-benn ar fin. Ur film kempouez eo a-drugarez da dibab ar sevener gwelet an traoù eus an daou du (ar romant a oa kontet gant sell ar paotr hepken). Jennifer an hini a zo harozez ar film evidon-me, ur plac’h kreñv ha bepred leun a startijenn hag a youl. Ur film plijus eo zoken m’eo souezhus eus tamm a-berzh ar sevener Lucas Belvaux!

Film sevenet gant Lucas Belvaux diwar romant . Frañs, 2013, 1e51.

Monstres Academy

Posted in Filmoù with tags , , on Genver 6, 2015 by geekezig

monstres-academyUr c’hiz a zo ober filmoù a dremen a-raok unan all evit displegañ piv e oa an tudennoù hag all, setu ar pezh a zo bet kinniget gant Pixar n’eus ket keit-se zo gant Monstres Academy. E penn-kentañ ar film e vez gwelet Bob pa oa bugel ha penaos en deus fellet dezhañ mont d’ar skol-veur evit deskiñ penaos mont da d/”terreur d’élite”. Goude-se e vo gwelet er skol-veur neuze, oc’h ober anaoudegezh gant Sulli ha merzout buan n’eo ket gwall varrek daoust dezhañ studiañ evel ur sod. Skarzhet e vo eus departamant an aon er skol-veur met kinnig a raio da benn an departamant adkemer anezhañ (ha tout ur skipailh all, Sulli en o-zouez) ma teuont a-benn ur genstrivadeg etre kenvreuriezhoù. Brav-tre eo ar film, anat ha fentus a-walc’h met n’on ket bet kendrec’het da vat gant ar film. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer hag hegaset on bet gant an tu re “amerikan” (gant sistem ar skolioù-meur du-hont), re dost eus ar bed gwirion neuze. Ouzhpenn-se e kaven poanius istor ar film pa ouier fin Monstres & Cie. N’eo ket fall ar film ha plijadur ‘m eus bet o sellet met n’emañ ket a live gant ar film diazez na gant filmoù boaz Pixar me gav.

Film sevenet gant Dan Scalon. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e44.

The Sensational December Machine

Posted in C'hoarioù video with tags on Genver 6, 2015 by geekezig

thesensationaldecembermachineThe Sensational December Machine a zo ur gontadennig “c’hoari” digoust kinniget gant ar studio Simogo. Ur seurt profig Nedeleg ma fell deoc’h, tu ‘zo deoc’h e bellgargañ amañ.
Ne bad ket pell tamm ebet ha n’eus netra ispisial d’ober estreget lenn an istor. Brav eo an tresadennoù met n’on ket bet kendrec’het gant an istor ha displijet un tamm gant an doare da ginnig ar c’hoari (war skramm ma urzhiataer d’an nebeutañ) peogwir n’hallen ket lenn mat ar frazennoù da vareoù zo. Setu, ma fell deoc’h lenn ur gontadennig, m’ho peus pemp munutenn da abuziñ, perak ket! Met anzav a ran e oan bet kalz plijetoc’h gant Castles in the Sky.

C’hoari PC & Mac. Diorroet hag embannet gant Simogo, 18 a viz Kerzu 2014.

%d bloggers like this: