Gone Girl

Gone GirlStart e vo komz diwar-benn Gone Girl hep diskuliañ re a draoù. Un istor “polis” eo gant ur vaouez difoupet kuit. Daoust ha lazhet eo bet gant he gwaz? Daoust ha skrapet eo bet? Setu diazez an istor. Ur bern traoù all a zo tro-dro avat : nerzh ar mediaoù (ar skinwel dreist-holl) e-kerzh ur pezh darvoud evel-se, doareoù enklask ar polis, darempredoù koublad o vont d’an traoñ tamm-ha-tamm…
Diaezet e oan dirak ar film, abaoe pell ‘zo n’em boa ket santet-se, a-drugarez d’ar sonerezh peurgetket. Ur film savet mat eo, gant ur bern is-tudennoù eus an dedennusañ (Margo, c’hoar Nick hag an enklaskerez da skouer). Bamet on bet gant Ben Affleck (divarv ouzhpenn), ur gwir darvoud, evit ar wech kentañ em eus santet un nerzh un tamm evel hini e vreur war ar skramm, pezh ‘oa ket anat tamm ebet betek-hen. Un tamm hegaset on bet peogwir em boa lennet pennadoù a lâre pegen spontus e oa ar film, o reiñ arguzennoù d’ar baotred “gourelour” (?). N’on ket sur em befe santet an dra-se hep bezañ lennet ar pennad-se a-raok gwelet ar film. Evel-just e c’haller gwelet an istor en doare-se met anat eo pegen sot eo tudennoù ar film, ne gav ket din e rofe ur skeudenn eus ur c’houblad ordinal pe eus ar baotred pe ar merc’hed dre vras. Ouzhpenn-se n’eo ket direbech Nick kennebeut ha kalz paotred displijus a zo ivez (mignoned-bet Amy, tad Nick hag all), er c’hontrol kavet ‘m eus e oa kentoc’h kempouez, n’eus tudenn disi ebet. Ma…
Lodennoù ‘zo ‘m eus kavet bamus a-walc’h, ar mare da skouer ma lak an alvokad Nick da brientiñ an atersadenn pe c’hoazh an dalenn gant Nick gant e gazh e fin ar film er gambr… Ur film teñval-teñval eo ha deuet eo brav me gav. Ar fazioù a zo displeget, ar skipailh polis a labour kentoc’h mat, meur a wech ‘m eus soñjet e Prisoners ha soñjet memestra ne oa ket memes live gant an doareoù da gontañ an darvoudoù.
Un tamm souezhet on bet avat gant an nebeut a bouez roet d’ar rouedad (sañset e tremen ar traoù er bloavezhioù tremen memestra) met n’eo ket gwall dra.
Ur sapre film eo Gone Girl hag unan eus gwellañ film 2014 evidon-me, e pep keñver.

Film sevenet gant David Fincher. Stadoù-Unanet, (8 a viz Here war skrammoù sinema Frañs) 2014, 2e25.

Advertisements

5 Respont to “Gone Girl”

  1. Na nul em eus kavet ar film, hir, gant ur vouezh off doare Desperate house wife hag he deus hegaset ac’hanon adalek an derou, hag un istor diwirheñvel pa seblante ar filmig-brudañ “ilbouedus”. Gortoz a raen ur film etre “Prisoners” ha “Millenium” Fincher ! Distroet on d’ar gêr goude bezañ sellet ouzh ur film-polis divlaz, fumet gant ar santimant da vezañ bet touellet.

    • N’am boa ket gwelet ar film-galv n’ouzon ket peseurt skeudenn e roe. Evel-just n’eo ket gwirheñvel tamm ebet nag a live gant Millenium (pe ur bern filmoù all gant David Fincher)…
      Domaj eo en defe displijet dit kement 😦 Un tamm ar santad moa bet gant Prisoners just a-walc’h.

  2. […] da brofitañ e gwirionez eus ar film (ouzhpenn e-pad digoradur ar film, e oan o soñjal en-dro e Gone Girl just a-walc’h n’ouzon ket perak!!). Koulskoude eo ur film faltazi skañv ha […]

  3. Me ‘m eus gwelet ar c’hritikoù o lavaret e oa gourelour GOUDE bezañ sellet ouzh ar film ha n’em boa ket gwelet an dra-se e-barzh. Gwir eo eo bet savet diwar klichedoù a seurt-se met un doare arzel eo adperc’hennañ anezho evit o dreiñ da oberenn. Strobinellet on bet gant an istor (ne ouezen ket piv krediñ er penn kentañ, chom a raer en entremar), ha skoet dreist-holl gant… donedigezh ar fin ! gant se, e krog an istor-se da luchañ war-zu an horrol pa ijiner ar pezh a zeuio da heul. Fin, plijet bras on bet

    • Gwell a se, gwelet ‘t eus ar film dirakvarn!
      Se eo nerzh ar film penn kentañ ar film, piv krediñ? Goude-se eo splann neuze e tro an traoù met ar penn-kentañ a zo savet mat-tre evit se!
      Plijout a rafe din a-walc’h e welet en-dro ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: