Homos, la haine

homoslahaineAr sizhun tremenet eo bet skignet an teulfilm-mañ gant chadenn France 2 en abadenn Infrarouge. Posupl eo e welet war servij pluzz e-pad ur pennadig c’hoazh ma fell deoc’h. Kalzik trouz en deus graet an deiz warlerc’h…
A bep seurt tud (metouioù sokial hag all) disheñvel a vez klevet o testeniañ. A bep seurt traoù a zo bet c’hoarvezet ganto met un dra a zo boutin : taget int bet en un doare (fizikel pe psikologel) abalamour d’o revelezh. Gant o familh, en o labour, er straed diabeg… A bep seurt skouerioù a zo hag a ziskouez penaos e c’hall ar c’hasoni-se bezañ eztaolet e doare disheñvel. N’eo ket dreistordinal stumm an teulfilm (skeudennoù mor ha gweledva e-tal an dud o komz azezet) hag un tamm re “spontus” marteze met heverk siwazh eus pezh a vez bevet gant heñvelreizhidi. An aon, an ezhomm da chom kuzhet el lec’hioù foran hag all. Un tamm “spi” a zo avat e fin an teulfilm dreist-holl gant ar barnadennoù (an den a zo bet anzavet e oa bet mirout outañ mont war-raok en e labour pe ar paotr a oa bet skoet gantañ). N’eo ket direbech an teulfilm neuze, un tamm simpl eo marteze met efedus eo ha pouezus ma c’hall se digeriñ spered tud zo, d’am meno.

Teulfilm sevenet gant Eric Guéret. Frañs, 2014, 1e10.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: