The Hobbit: The Battle of the Five Armies

the-hobbit-the-battle-of-the-five-armiesKregiñ a ra trede film an Hobbit diouzhtu goude fin an eil, pa tag Smaug Lake Town bremañ m’eo bet dihunet. Buan a-walc’h e krog emgannoù tro-dro da deñzorioù ar menez. Ur bern emgannoù a zo, skeudennoù brav ha darvoudoù a bep seurt. Dudius ‘m eus kavet met un tamm goullo, diene, n’ouzon ket abalamour da betra met ‘m eus aon e vefe abalamour d’an diouer a zudenn da heuliañ, e-touez traoù all. Nebeut a from ‘m eus kavet e lodenn gentañ ar film ha dipitet on bet. Er fin tout avat eo dihunet un tamm ma aked en-dro, gant a bep seurt daveoù d’ar filmoù “o tont” (ar re gozh neuze). Arabat din kontañ re met fent ha from ‘m eus kavet el lodenn-se (kroget e gwirionez p’emañ Bilbo war lein ar menez ha taget gant arme an orked) hag ur santad plijus en deus laosket din neuze.
Un tamm kontrol Interstellar a-benn ar fin :p Film gwanañ rummad an Hobbit eo me gav hag a ziskouez splann ne oa ket ezhomm ober filmoù ken hir moarvat. Gwelet e vo penaos eo ar stumm hir avat met anzav a ran n’en deus ket graet ar rummad filmoù-mañ memes efed din hag hini Lord of the Rings. Ma!

Film sevenet gant Peter Jackson. Zeland-Nevez ha Stadoù-Unanet Amerika, (10 a viz Kerzu war skrammoù Frañs) 2014, 2e22.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: