Made in France – L’année où j’ai vécu 100% français

made_in_franceUn teulfilm fentus eo Made in France. E-pad ur bloaz, ur parizian a 25 vloaz a ziviz klask bevañ en ur veveziñ traoù graet e Frañs hepken, a-benn klask adlañsañ an ekonomiezh ha dreist-holl gwelet m’eo posupl. A bep seurt temoù a vez gwelet : ar boued, an dilhad, ar mekanikoù a implijer en tiez, an treuzdougen hag all. Ma seblant kentoc’h simpl n’em wiskañ gant traoù graet e Frañs e seblant anat e vo keroc’h. Kalz startoc’h eo kavout un oto graet penn-da-benn e Frañs, ur pres-yen pe ur mekanik da gannañ dilhad. Deuet eo a-benn Sébastien da vevañ (gant lodennoù displijus-tre memestra hag alies nebeut a zibab evit produioù zo) met ranket en deus kemer un amprest memestra! Kalz fent a zo, dudius ha kentelius eo war un dro. Desket e vez kalzik traoù, klevet pennoù embregerezh hag implijidi (ingal implijidi bet skarzhet eus embregerezhioù o deus divizet dilec’hiañ da vroioù marc’had-matoc’h). Klok a-walc’h eo neuze. Un tamm souezhet on bet avat gant al lodenn sevenadurel : na welan ket perak en deus fellet dezhañ paouez da selaou arzourien na oant ket gall, mont a ra un tamm pell ganti. Iskis ‘m eus kavet ivez istor e vignonez, a seblante bezañ aze evit reiñ un tamm suspens d’an istor (daoust hag eñ e vo gouest da c’houzañv e daol-arnod). N’am eus ket santet un tu re vroadelour gall avat (estreget gant an tatou, eeeerk!) met kentoc’h un doare da brederiañ war an doare da veveziñ, anat eo da skouer eo pouezus ar c’henwerzh etrevroadel evit Frañs neuze da betra servijfe chom hep beveziñ traoù o tont eus lec’hioù all? Ur c’hempouez a zo da gavout evel-just. Un teulfilm dedennus ha savet en un doare efedus-tre.

Teulfilm bet savet gant Benjamin Carle, Karine Dusfour ha Benjamin Audour. Frañs, 1e30, 19 a viz Meurzh 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: