Mes sincères condoléances

sincères_condoléancesUr mennozh un tamm souezhus ‘zo bet gant Guillaume Bailly : kontañ e labour en ur stal liderezh-kañv. Setu, un tamm e doare Anna Sam gant Les tribulations d’une caissière, istorioù berr da lenn tro-dro d’an obidoù ha d’ar marv. Pegen start eo lodennoù zo eus ar vicher, plijus reoù all. Traoù droch, traoù fromus, traoù start… A-benn ar fin n’on ket bet souezhet kement-se gant an istorioù, zoken a re “iskisañ”, klotañ a ra mat-tre gant an traoù souezhus a c’hall ober mab-den!
Plijus eo da lenn daoust d’an dodenn met un toullad mat a vioù-koukoug ha fazioùigoù adlenn pe embann a zo chomet el levr, siwazh.
Ma n’hoc’h ket spontet gant an tem e kav din eo un doare simpl hag aes da zizoloiñ ur vicher “tabou” ha da welet ar marv en un doare all.

Romant skrivet gant Guillaume Bailly. Embannet gant Les éditions de l’Opportun d’an 9 a viz Here 2014.

Advertisements

6 Respont to “Mes sincères condoléances”

  1. Plijout a rae din lenn ho meno. War ma listenn “da lenn” eo al levr-se met ma un tamm e doare Les tribulations d’une caissière eo, e c’hwitin war hemañ. Torr-penn e oa d’am soñj ha ne blije ket din ar “degouezhioù” (?) bihan-se.

    • Un tamm disteroc’h ‘m eus kavet Les tribulations d’une caissière memestra, met ar memes framm eo : istorioù berr (1 bajenn pe ziv) a gont un darvoud, un interamant, ur bellgomzadenn… N’eo nemet traoùigoù ar vuhez pemdez met n’omp ket boaz da c’houzout petra eo buhez pemdez un den a vez bemdez oc’h ober war-dro korfoù tud varv hag o familhoù!
      Met kompren a ran e tisplijfe an doare-se da gontañ, un tamm randonus ‘m eus kavet goude ur mare ha n’on ket sur e talc’hfen soñj eus kalz-tra a-benn ar fin…

  2. Da bigosat evel ul levr fentigelloù, emichañs…

  3. Gwelet ‘poa ar film-mañ ? diwr-benn an hevelep tem… http://www.allocine.fr/film/fichefilm_gen_cfilm=142464.html

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: