Dielloù evit Kerzu, 2014

Take Shelter

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 29, 2014 by geekezig

Take-ShelterUr bern tud o doa komzet din diwar-benn Take Shelter pa oa deuet er-maez ar film e deroù bloavezh 2012 e Frañs. Koulskoude ne oan ket bet entanet evit e sellet betek-hen. Ur film diwar-benn un den a dro sot eo. A-greiz-holl e teu da vezañ sorc’hennet gant ur gorventenn a c’hallfe c’hoarvezout, gwallhunvreoù en deus ingal a lak anezhañ da vac’hañ e gi, da greskiñ ar gwarez a zo dindan douar el liorzh, da gaout disfiz ouzh an dud tro-dro dezhañ. Pa oa bugel e oa kroget kleñved e vamm, taget gant paranoia skizofrenek, aon en deus e vefe ar memes tra gantañ. Stegn eo an traoù keñver arc’hant er familh peogwir e klaskont oberata o verc’h bouzar. Gorrek eo lusk ar film, gant hunvreoù ha prantadoù ijinadennoù Curtis. Michael Shannon a gavan bamus bepred (daoust dezhañ kaout seurt perzhioù alies a-benn ar fin) ha gwirheñvel e oa an darempredoù er familh hag el labour me gav. Plijus-tre ha nec’hus ‘m eus kavet ar film. Lakaomp ne oan ket prest da selaou kuzulioù ma mignoned a-raok 🙂

Film sevenet gant Jeff Nichols. Stadoù-Unanet Amerika, 2011, 2e01.

Advertisements

Men In Black 3

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Kerzu 28, 2014 by geekezig

men-in-black-3Plijout a ra kalz din ar film Men In Black met n’em boa ket kredet mont da welet an trede er sinema daoust d’ar veaj an amzer. Prestet eo bet ar blu-ray neuze n’em boa abeg ebet ken da chom hep e sellet (ha skignet eo bet er skinwel ivez nevez zo d’am soñj). Un tamm dipitet on bet gant tudenn an den drouk (estreget marteze e dorn euzhus ^^) met plijet on bet gant ar veaj en amzer ha kavet ‘m eus e oa kendrec’hus-tre Josh Brolin en e berzh K yaouank. Dudius-tre ‘m eus kavet ar film ha c’hoarzhet ‘m eus ur wech pe ziv zoken. Daoust d’ar fin sukr-ha-mel da vat e oan kentoc’h souezhet (koulskoude ez eus peadra da gompren kaaaaalz a-raok) ha laouen. Marteze e oan imoret mat ^^ Evel-just n’eo ket a live gant ar film kentañ (dibosupl eo!) met kavet ‘m eus kalz plijusoc’h evit an eil film, anat.

Film sevenet gant Barry Sonnenfeld. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 1e46.

Dallas Buyers Club

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 25, 2014 by geekezig

Er bloavezhioù 80 er Stadoù-Unanet, emañ kleñved ar sida o tagañ ur bern tud, a varv a-vil-vern. En o-zouez, un doare redneck eus Texas a zizolo eo klañv pe e c’hallo bezañ da vihanañ. Diouzhtu e klask un doare emglev kuzh evit bezañ e-touez an den a glasko ur remed nevez an AZT. Kalz re greñv eo al louzoù avat ha gwashaat a ra stad Ron. Mont a ra neuze da Vec’hiko e lec’h ma vo saveteet gant ur mezeg diaotre. Distreiñ a ra da Dexas un nebeut mizioù war-lerc’h gant ar soñj gounit arc’hant en ur werzhañ al louzeier o deus sikouret anezhañ da vont gwelloc’h. Sikouret eo gant Rayon.
Dedennus eo istor Dallas Buyers Club, diwar-benn stourmoù tud klañv a-enep da vetou al labourvaoù bras hag ar servijoù stad a sav reolennoù strizh tro-dro d’al louzeier evit abegoù fall a-wechoù. N’am eus ket kavet hir ma amzer tamm ebet, taolennet aketus eo ar mare ha bamus a-walc’h korfoù “klañv” an aktourien. Un draig a vank avat, un tamm from bennak marteze evit e lakaat evel film dreist d’am meno.

Film sevenet gant Jean-Marc Vallée. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e56.

Oldboy

Posted in Filmoù with tags , , on Kerzu 25, 2014 by geekezig

old_boyPerak ‘ta ‘m eus bet c’hoant da sellet ouzh remake Oldboy padal e plij kement din ar film orin? N’ouzon ket c’hoazh. Iskis-kenañ eo film Spike Lee. Heñvel-tre eo eus ar film korean met ur bern cheñchamantoù bihan a zo a lak da goll nerzh spontus d’an istor. Da gentañ ez eus poltred an “haroz” : un doare digoradur a zo evit reiñ un tañva, un den displijus spontus eo. Er film korean ne oa ket eus ar plijusañ tout kennebeut met ne roe ket memes santad. Chom a ra Joe en toullbac’h e-pad 20 vloaz (ha n’eo ket 15), ma. Un dra ne oa ket er film korean hag a zo unan eus traoù plijusañ ar film-mañ a zo tudenn e vignon perc’henn war un davarn. Paourkaezh Josh Brolin a seblant kollet mik a-hed ar film, n’eus nerzh ebet (ingal abalamour d’un diouer a sonerezh kreñv, pa soñjer e film Park Chan-Wook) ha dibaboù digomprenus a-fed istor. Start eo kompren abegoù an “hini drouk” ha gwall sukr-ha-mel eo ar fin. E gwirionez, estreget Elizabeth Olsen n’eus ket kalz dra er film amerikan. Ma.

Film sevenet gant Spike Lee. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e44

The Hunger Games : Mockingjay – part 1

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 25, 2014 by geekezig

Mockingjay-Part-1Marteze ho peus soñj ne oan ket bet plijet kement-se gant trede lodenn levrioù The Hunger Games met souezhet brav-tre gant an eil film. Fellout a rae din gwelet ar film nevez neuze evit gwelet peseurt disoc’h e rofe. Evel an holl filmoù diouzh ar c’hiz eo bet rannet an trede e div lodenn, neuze e kont The Hunger Games : Mockingjay – part 1 gwellañ lodenn al levr, pa zizolo Katniss doareoù an distrikt 13. An dra kentañ tout ‘m eus merzet a oa “o ya gwir eo, film diwezhañ Philip Seymour Hoffman eo” 😥 Plijus eo gwelet anezhañ en-dro met un tamm fromus ‘oa. Deuet eo brav taolennadur ar vuhez er bunker me gav daoust din kavout n’eus ket trawalc’h a bersonelezh gant familh Katniss keñveriet gant al levr. Katniss ‘zo dedennusoc’h bepred ha plijet ‘n eus din gwelet e oa A-BENN AR FIN ur c’hoari gant ar sevel filmoù a drugarez da dudenn Cressida, ar sevenourez. Prantadoù fromus-tre a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film daoust din kavout ne oa ket ur “souezhadenn” a-live gant an eil film. N’eo ket bet re drouk an dibab evit troc’hañ ar film (echuet em befe-me war an doare cliffhanger, pemp munutenn a-raok neuze). Gwelet e vo al lodenn a chom, marteze e vin souezhet brav, dreist-holl n’am eus tamm soñj ebet eus petra c’hoarvez war-lerc’h!

Film sevenet gant Francis Lawrence. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e03.

Jacky au royaume des filles

Posted in Filmoù with tags on Kerzu 24, 2014 by geekezig

JACKY+AU+ROYAUME+DES+FILLESSetu ur film sañset fentus ivez. Goude Les beaux gosses e kinnig Riad Sattouf ur film tro-dro d’un diktatouriezh renet gant merc’hed hepken. Ar baotred a chom er gêr da fardañ boued hag ar merc’hed a labour. Merc’h ar Jeneralez a zo sañset da zimeziñ setu e vez aozet ur pezh gouel. Jacky a zo paotr koant ar gêriadenn hag e hunvre a zo dimeziñ gant ar C’holonelez met start e vo mont d’al lid bras goude marv e vamm : n’en deus tamm arc’hant ebet ken evit paeañ ar plas.
N’eo ket re fall ar mennozh diazez me gav met un tamm iskis an disoc’h : ar vro a zo faltazi da vat met kanaouennoù gwirion a selaouont dre guzh, evel ma vefe ur vro er bed gwirion. Ar pezh ‘m eus kavet ar startañ a-benn ar fin a oa gwelet ne oa diforc’h ebet etre ar merc’hed gant galloud (doareoù “gourel” a zo ganto holl) p’emañ ar baotred gwan o kuzhat un tu “gwregel” dezho. Plijus-tre ‘m eus kavet tudenn Michel Hazanavicius avat hag ar c’hlozadur a zo fentus-tre ivez. Un toullad traoù kavet mat a zo memestra met n’am eus ket kavet fentus-tre a-benn ar fin hag un tamm dipitus ha divlaz. Seblantet en deus din “provoc” c’hwitet un tamm a-benn ar fin.

Film sevenet gant Riad Sattouf. Frañs, 2014, 1e33.

Les Garçons et Guillaume, à table!

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 24, 2014 by geekezig

LES+GARCONS+ET+GUILLAUME+A+TABLENe oan ket bet o welet Les Garçons et Guillaume, à table! hag un tamm hegaset ‘oan bet zoken o sellet ouzh abadenn ar Césars e miz C’hwevrer tremen. Ma, soñjet ‘m eus e oa gwelloc’h bezañ bet gwelet ar film evit barn memestra.
Ur pezh c’hoari e oa da gentañ o kontañ ul lodenn eus buhez Guillaume Galienne. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech e-kerzh ar film, anzav a ran ez eus traoùigoù deuet brav. Pezh a zo ez eus ivez kalz lodennoù un tamm startoc’h da zifenn. E penn-kentañ an istor en em sant Guillaume ur plac’h. Diwezhatoc’h e vo lakaet ar gaoz kentoc’h war heñvel-garantez met hep displegañ kement-se ar pezh a lak da grediñ ez eus treuzkompren etre treuzrevelezh ha heñvel-garantez. Torr-penn ‘m eus kavet ivez e vefe c’hoariet Guillaume gant Guillaume Galienne a-hed ar film, zoken p’eo 16 vloaz… Un tamm start da grediñ! Padal n’on ket bet direnket tamm ebet gantañ o c’hoari perzh e vamm, aze e oa dispar (gwelloc’h eget e berzh dezhañ kazi!) ^^ Displijet on bet ivez gant an ezhomm da ziskouez tammoù pezh-c’hoari. Evidon-me e pounera ar film ha ne zegas ket kalz a dra (estreget er fin met posupl vefe implijout ar pezh er c’hlozadur hepken d’am meno). Ar gwashañ tra marteze a zo ivez “pegen start eo bezañ arallreviad” en ur metou digor a-spered. Pa soñjer e pezh a c’hall gouzañv an hevelrevidi eo un tamm euzhus lârat seurt traoù zoken m’eo evit bezañ fentus. N’eo ket ur film displijus da sellet, er c’hontrol met ur bern tuioù fall en deus siwazh.

Film sevenet gant Guillaume Galienne. Frañs, 2013, 1e27.

%d bloggers like this: