Interstellar

interstellar-1Kroget e oa kentoc’h mat Interstellar daoust da draoù zo chom amsklaer (perak ‘ta ‘n eus tamm boued ebet ken met ne seblant den gouzañv e gwirionez eus an naonegezh pe eus kudennoù yec’hed ma tebront maiz nemetken? Perak e chom petrol forzh pegement?). Heuliet e vez Cooper, un intañv a oa ijinour gwechall. E verc’h a soñj dezhi ez eus un tasmant n’he c’hambr o klask kas ur gemennadenn dezho. Kavout a reont asambles ul lec’h kuzh, e lec’h ma labour an NASA. Ur raktres a zo gant an doktor Bran : klask ur blanedenn all da gas an dud warni, p’emañ an traoù o trenkañ da vat. E ken kas ez eus un eil raktres : kas danvez-babigoù skornet hag adkrouiñ an denelezh gant ar bugaleañ (PMA) (setu perak ne gasont nemet ur plac’h er spas da c’houde!). Ma, mont a ra Cooper da saveteiñ ar bed neuze gant ur skipailhig tud ha lezel e vugale war e lerc’h. Murphy, e verc’h 10 vloaz, a zo diskaret ha kounnaret bras.
Tremen a ra al lodenn war-lerc’h er spas neuze, o klask war lerc’h ur blanedenn hag o tallañ ouzh a bep seurt traoù a gavont war o hent.
E gwirionez, darn vrasañ ar film en deus plijet kalz din, daoust d’an traoùigoù iskis ‘m eus meneget a-us. Fromus eo, brav ha kontet kentoc’h mat. Unan eus an twistoù ‘m eus kavet dic’hortoz ha plijus. Goude avat, ur wech erru mare ar c’hlozadur ‘m eus kavet e oa n’eus forzh petra. N’on ket deuet a-benn tamm ebet da grediñ en displegadenn (daoust din kavout plijus seurt traoù da gustum ^^) ha zoken ‘m eus kavet e oa torr-penn. Kavet ‘m eus e oa an hanter-eurvezh ziwezhañ un doare kliched eus filmoù Nolan dre vras (ne vanke nemet un tamm kanaouenn gant Edith Piaf :p), evel klozadur Inception met a badfe un hanter-eur e plas ur vunutenn pe nebeutoc’h. C’hoant am befe bet da heuliañ tudenn Bran kentoc’h da c’houzout petra c’hoarvez ganti met anat ne oa ket an harozez hag e oa ret diskouez nerzh ar garantez hag ar familh hag all hag all.
Un tamm dipitet on neuze peogwir eo kentoc’h mat ar film memestra met re zisplijet on bet gant ar fin ha dibaboù ‘zo evit bezañ gouest da gomz eus an tuioù mat, ‘pezh a zo domaj da vat. Bon, lakaomp on bet laouen-tre o welet aktourien zo na ouien ket e c’hoarient er film.
Un draig ‘m eus kavet fentus avat : n’eus ket kalz a fent e filmoù Nolan dre vras hag er film-mañ, an darn vrasañ a zeu eus ar robotoù. Ur c’hemenn a zo da welet? ^^

Film sevenet gant Christopher Nolan. Stadoù-Unanet, 2e49, (war skrammoù ar c’hwec’hkorn abaoe ar 5 a viz Du) 2014.

Advertisements

3 Respont to “Interstellar”

  1. Abaoe meur a vloaz e vezan kentoc’h dipitet pa yan da welout filmoù-skiant-faltazi. N’on ket bet amañ, plijet-tre gant derou ar film, gant ar skeudennoù, nebeutoc’h gant tudenn an treitour ne oa ket ezhomm anezhañ en istor. Diaes din da gompren an displegadenn met asantet. Met memestra un ugent munutenn re a oa.

    • Ya, o komz hag oc’h adsoñjal diwar-benn ar film ne welan ket perak ez eus un treitour (pe meur a hini zoken). Ya, re hir e oa evel-just, ur pleg hegasus-tre abaoe un toullad bloavezhioù me gav…

  2. […] menez ha taget gant arme an orked) hag ur santad plijus en deus laosket din neuze. Un tamm kontrol Interstellar a-benn ar fin :p Film gwanañ rummad an Hobbit eo me gav hag a ziskouez splann ne oa ket ezhomm […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: