The Amazing Spider-Man 2

amazing-spider-man-2Desket em boa gant Hunger Games ne oa ket dre ret fall gwelet an eil film en desped d’an hini kentañ. Displijet e oa bet gant The Amazing Spider-Man met piv ‘oar? Setu ‘m eus sellet ouzh an eil. Ma, lârat a rin n’am eus ket kavet ken gwazh. Hir eo met n’eo ket bet ken spontus an amzer evidon. Ar pezh a zo ez eus techoù fall bepred (tudenn Peter n’eo ket bet cheñchet hag hegasus eo bepred), n’am eus ket komprenet tamm ebet pal penn-kentañ ar film, gant tud Peter er c’harr-nij, James Bond style… Ur wech ouzhpenn emañ pouez bras ar film war darempred Peter ha Gwen Stacy. Un tamm goulo ‘m eus kavet al lodenn-se ar wech-mañ. Ar fin tout dreist-holl, ‘m eus kavet kazi mezhus. Daoust m’eo feal en ur stumm da pezh a c’hoarvez er c’homics (gwelet pennad Marvels ma fell deoc’h) ‘m eus kavet degaset fall kenañ ha ne oa ket fromus tamm-ebet.
Ma. Ne oa ket ken spontus hag ar film kentañ marteze met ne oa ken mat kennebeut.

Sevenet gant Marc Webb. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e22.

Advertisements

Ur respont to “The Amazing Spider-Man 2”

  1. Spider-man n’eo ket evit spider-pig, setu holl !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: