Contact

Ur sapre plijadur eo, me gav, dizoloiñ filmoù “kozh” war skrammoù bras. Dreist-holl filmoù o deus koshaet mat-tre a-benn ar fin, evel Contact. Abalamour da skeudennoù ‘zo e soñje din e tremeno kalz muioc’h a draoù er spas. E gwirionez e heulier stourm ur plac’h evit kas da benn he hunvre hag he labour, kavout ez eus buhez tre-oabl, a vefe gouest da eskemm. Ur film hir eo met n’am eus ket kavet hir ma amzer. Kavet ‘m eus e oa ur film fin. Taolennet mat eo tudenn Jodie Foster, skoilhoù he deus war he hent (arc’hant, kevezerezh hag all), an teknologiezhioù a seblant bezañ re fin ar bloavezhioù 90 ha n’eus ket kement-se a efedoù ispisial setu n’eus netra e-keñver skeudenn a vefe koshaet spontus. Evel ma oar tud ‘zo ez eus ul lodenn vras eus ar film a gomz diwar-benn relijion ha souezhet e oan oc’h ijinañ e c’hallfe bezañ ken start hirie an deiz (ma n’eo ket startoc’h). N’ouzon ket ma ‘z eus kement-se un tu (a-du pe a-enep relijion) gant ar film, me gav e chom digor a-walc’h, hervez c’hoantoù ha kredennoù ar seller. Pezh a zo sur avat eo savet mat Contact, gant trawalc’h a elfennoù diazez (from, fent, strilh) evit ober ur rekipe saourus. Ur blijadur eo bet din dizoloiñ ar film-se neuze.

Sevenet gant Robert Zemeckis. Stadoù-Unanet Amerika, 1997, 2e33.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: