Predestination

predestinationPlijet en deus din kinnig Predestination en Utopiales peogwir ‘m eus dizoloet e oa ur film sevenet gant breudeur, unan anezho en deus sevenet Daybreakers en doa plijet kalzik din pa oa deuet er-maez (film sunerien-gwad un tamm dic’hortoz, hag all) ha gant Ethan Hawke marplij. Heuliet e vez un den, eus “polis an amzer” (karget da zizober darvoudoù zo) a glask war-lerc’h “The Frizzle Bomber” a lak bombezennoù e kerioù ar Stadoù-Unanet. Er bloavezhioù 70 e krog da gomz gant un den en un davarn, ur sapre istor en deus da gontañ.
Ne lârin ket hiroc’h met evit ar re o deus bet lennet skridoù Heinlein, diazezet eo ar film war e danevell All You Zombies.
Plijet n’eus kalz din ar film, adalek ar penn-kentañ. Chom a ra kevrinus ar beajoù en amzer (met diskouezet ‘vez a-walc’h evit kaout hor gwalc’h), ul lusk un tamm gorrek a zo evit kompren piv eo an tudennoù, n’eus ket efedoù ispisial a-vil-vern. Kavet ‘m eus e oa un aergelc’h (ar mareoù eus eil lodenn an XXvet kantved a zo taolennet kentoc’h mat) hag an aktour hag aktourez (Sarah Snook) pennañ a zo kendrec’hus-tre. Ne anavezen ket an istor a-raok gwelet ar film met komprenet ‘m eus an traoù pa lâr tudenn Ethan Hawke e c’hall bremañ kompren piv eo eñ. Souezhet on bet neuze gant ar fin peogwir e kave den e vefe un twist all pe traoù ouzhpenn. Ma! Kalz plijadur ‘m eus bet gant ar film-mañ (ha n’on ket bet ma-unan peogwir en deus gounezet priz Syfy an arvesterien) ha c’hoant ‘m eus lenn danevell Heilein bremañ evit keñveriañ! Un diazez e seblant bezañ evit ar sodien ha sodezed dedennet gant ar beajoù en amzer eveldon ^^

Film sevenet gant Michael ha Peter Spierig. Aostralia, 2014 (da zont er-maez?), 1e37.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: