Debug

debugDivizet ‘m eus mont da sellet filmoù nevez en Utopiales ar bloaz-mañ ^^ Kroget on da gant Debug neuze. Ur film kanadian a veze skignet e Frañs evit ar wech-kentañ. Ne groge ket re fall, gant ur skipailh 6 den (prizonidi bet toullbac’het ‘blam da dorfedoù hacking) karget da skarzhañ virusoù en ul lestr e lec’h ma c’hoarvez traoù iskis (tud o vervel da skouer). Lodenn gentañ ar film a zo diazezet war kaozeadennoù etre tud ar skipailh, komprenet ‘vez ez eus darempredoù a bep seurt etrezo, hag all. Plijet on bet a-walc’h gant an doare-se da gregiñ ar film, a c’halle kuzhat un diouer a arc’hant ouzhpenn. Goude ur mare avat, e krog an dud da vervel peogwir eo drouk naouegezh artifisiel al lestr. Fellout a ra dezhi enbarzhañ an dud enni e gwirionez. Dont a ra da vezañ un tamm forzh petra ha dipitet on bet neuze.
N’eo ket sevenet fall ar film, na displijus an aktourien, er c’hontrol, ouzhpenn eo kempouez an niver a dudennoù merc’hed ha paotred, a bep seurt livioù kroc’hen dezho ha tout. Met c’hwitet eo an istor ha dont a ra da vezañ forzh petra (an emgannoù katana?!). N’eo ket ur film bras neuze nag ur film mat kennebeut daoust da Jason Momoa. Domaj!

Film sevenet gant David Hewlett. Kanada, 2014 (da zont er-maez?), 1e22.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: