Dielloù evit Du, 2014

Ilo Ilo (爸妈不在家)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Du 24, 2014 by geekezig

ilo_iloLennet em boa pennad Hoel diwar-benn ar film pa oa deuet er-maez. Pa ‘m eus gwelet an DVD dirak ma daoulagad el levraoueg ‘m eus soñjet “o sell ‘ta!” hag amprestet anezhañ neuze.
Tremen a ra ar film e Singapour e fin ar bloavezhioù 90 (e-pad ar pezh enkadenn ekonomikel), ur familh a ziviz kemer ur vatez eus Filipinez d’ober war-dro ar mab Jiale.
Poanius-tre ‘m eus kavet penn-kentañ ar film, peogwir eo drouk tout an dud gant Teresa, diabeg kazi. Lakaet e oan diaes-tre gant doareoù an dud ha gant ar skeudennoù un tamm yen. Tamm-ha-tamm e krog Jiale da gaout un darempred aesoc’h gant Teresa, prantadoù tener ha simpl a zo etrezo zoken. Ur c’hostez laosk a zo gant an tad (met kentoc’h jentil eo ivez) met ur spont eo ar vamm, dougerez.
Ur sapre poltred kentoc’h teñval a zo er film me gav ha n’on ket deuet a-benn da welet perzhioù dreistordinal er film. ‘M eus ket keuz da vezañ gwelet anezhañ, sur, met evidon-me n’eo na mat, na fall ha setu tout.

Film sevenet gant Anthony Chen. Singapour, 2013, 1e39.

Lilo & Stitch

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 23, 2014 by geekezig

lilo_stitchSoñj ‘m eus c’hoazh em boa klasket gwelet Lilo & Stitch div wech e-pad gouel ar sinema e 2002 hep dont a-benn (leun ar sal dija, bewech). Goude-se ‘m eus un tamm disoñjet ar film bevaat-mañ… Met ingal e kleven komz diwar e benn, o lârat pegen mat e oa ha tout.
Deuet on a-benn d’e welet a-benn ar fin!
Kregiñ a ra ar film pa vez kondaonet ur skiantour en deus c’hoariet da grouiñ ur boud distrujer : 2-6-2. Toullbac’het e vez ar skiantour ha kaset kuit ar “c’hrouadur” met tremen a ra fall ar veaj hag erruout a ra war an Douar, e Hawaii. Kaset e vo neuze ar skiantour da dapout anezhañ en-dro. E keit-se e ra ar boud anaoudegezh gant Lilo, ur plac’hig, hag he c’hoari vras Nani a glask ober war he zro. Ensellet e vezont evit gwelet ma c’hall ar plac’h yaouank ober war dro he c’hoarig…
Kalz fent a zo er film bevaat-mañ, dudius mat eo. Disheñvel mat eo an aergelc’h eus ur bern filmoù Disney all gant an tu skiant-faltazi o veskañ gant ar vuhez ordinal ha pep tra o tremen e Hawaii. Fromus ken-ken eo ivez. Start eo chom diseblant dirak darempred Nani ha Lilo.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ar film (gant kanaouennoù Elvis ouzhpenn!) ha laouen on da vezañ gwelet ar film a-benn ar fin a zo e-touez Disney dic’hortosañ a zo me gav.
Un toullad traoù ouzhpenn a oa war ar blu-ray, en o-zouez ur featurette dedennus diwar-benn doare tresañ ispisial ar c’hrouer (gant stummoù kentoc’h ront ha neuze kentoc’h plijus, ket tagus), ur stil ral e filmoù Disney ha heñvel un tamm eus an diazezoù koulskoude (tudenn Mickey Mouse).

Film bevaat bet sevenet gant Chris Sanders ha Dean Deblois. Stadoù-Unanet, 2002, 1e25.

Submarine

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 17, 2014 by geekezig

SubmarineN’eus ket keit-se ‘zo e oa bet komzet din eus ur film savet gant Richard Ayoade. Ha me da lârat “o sell ‘ta! Sevel a ra filmoù?” ya, hag ouzhpenn-se ne oa ket e film kentañ! E film kentañ a oa Submarine, a felle din gwelet dija pa oa deuet er-maez hep na ouifen e oa aktour The IT Crowd o seveniñ ar film.
Submarine a zo ur film dres doare reoù Wes Anderson. Betek re kazi… Kontet eo e “chabistroù”, an aergelc’h, ar fent hag an tudennoù a seblant bezañ re Rushmore pe forzh peseurt film all gant Wes Anderson. N’eo ket un dra hegasus pa blij a stil-se din met anzav a ran em eus bet poan o kavout plijus da vat abalamour da se. Mod all eo Submarine ur film speredek a-walc’h diwar-benn ar grennardiezh, ar grennarded, ar familh. Oliver Tate a glask kaout ur vignonez ha derc’hel gant e darempred ganti, daoust d’ar skoilhoù (krign-bev mamm Jordana) hag ivez “ober war-dro” koublad e dud a zo o tispenn un tamm. Ur bern sioù a zo gant an holl, kalz tudennoù gwan pe/ha drouk a zo, ar pezh a zo gwirheñvel ha ral er filmoù “krennarded” er bloavezhioù tremen. Ur film fentus ha skañv eo ha war memes tro eo kentoc’h teñval ha trist, evel ma c’hall bezañ ar grennarded 😉
Ur prantad plijus ‘m eus tremenet dirak ar film neuze met spi ‘m eus en deus Richard Ayoade kavet ur stil dezhañ e-unan en e eil film a fell din gwelet bremañ.

Film sevenet gant Richard Ayoade. Rouantelezh-Unanet & Stadoù-Unanet, 2010, 1e37.

Interstellar

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Du 16, 2014 by geekezig

interstellar-1Kroget e oa kentoc’h mat Interstellar daoust da draoù zo chom amsklaer (perak ‘ta ‘n eus tamm boued ebet ken met ne seblant den gouzañv e gwirionez eus an naonegezh pe eus kudennoù yec’hed ma tebront maiz nemetken? Perak e chom petrol forzh pegement?). Heuliet e vez Cooper, un intañv a oa ijinour gwechall. E verc’h a soñj dezhi ez eus un tasmant n’he c’hambr o klask kas ur gemennadenn dezho. Kavout a reont asambles ul lec’h kuzh, e lec’h ma labour an NASA. Ur raktres a zo gant an doktor Bran : klask ur blanedenn all da gas an dud warni, p’emañ an traoù o trenkañ da vat. E ken kas ez eus un eil raktres : kas danvez-babigoù skornet hag adkrouiñ an denelezh gant ar bugaleañ (PMA) (setu perak ne gasont nemet ur plac’h er spas da c’houde!). Ma, mont a ra Cooper da saveteiñ ar bed neuze gant ur skipailhig tud ha lezel e vugale war e lerc’h. Murphy, e verc’h 10 vloaz, a zo diskaret ha kounnaret bras.
Tremen a ra al lodenn war-lerc’h er spas neuze, o klask war lerc’h ur blanedenn hag o tallañ ouzh a bep seurt traoù a gavont war o hent.
E gwirionez, darn vrasañ ar film en deus plijet kalz din, daoust d’an traoùigoù iskis ‘m eus meneget a-us. Fromus eo, brav ha kontet kentoc’h mat. Unan eus an twistoù ‘m eus kavet dic’hortoz ha plijus. Goude avat, ur wech erru mare ar c’hlozadur ‘m eus kavet e oa n’eus forzh petra. N’on ket deuet a-benn tamm ebet da grediñ en displegadenn (daoust din kavout plijus seurt traoù da gustum ^^) ha zoken ‘m eus kavet e oa torr-penn. Kavet ‘m eus e oa an hanter-eurvezh ziwezhañ un doare kliched eus filmoù Nolan dre vras (ne vanke nemet un tamm kanaouenn gant Edith Piaf :p), evel klozadur Inception met a badfe un hanter-eur e plas ur vunutenn pe nebeutoc’h. C’hoant am befe bet da heuliañ tudenn Bran kentoc’h da c’houzout petra c’hoarvez ganti met anat ne oa ket an harozez hag e oa ret diskouez nerzh ar garantez hag ar familh hag all hag all.
Un tamm dipitet on neuze peogwir eo kentoc’h mat ar film memestra met re zisplijet on bet gant ar fin ha dibaboù ‘zo evit bezañ gouest da gomz eus an tuioù mat, ‘pezh a zo domaj da vat. Bon, lakaomp on bet laouen-tre o welet aktourien zo na ouien ket e c’hoarient er film.
Un draig ‘m eus kavet fentus avat : n’eus ket kalz a fent e filmoù Nolan dre vras hag er film-mañ, an darn vrasañ a zeu eus ar robotoù. Ur c’hemenn a zo da welet? ^^

Film sevenet gant Christopher Nolan. Stadoù-Unanet, 2e49, (war skrammoù ar c’hwec’hkorn abaoe ar 5 a viz Du) 2014.

Doctor Who – bloavezh 5

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Du 16, 2014 by geekezig

Doctor-Who5Setu neuze an 11vet doktor. Kalz plijadur ‘m eus bet o tizoloiñ Matt Smith, a gavan fentus-tre. Tamm-ha-tamm e tap ivez River Song pouez en istor. Amy Pond a erru ivez evel-just. Un darempred plijus-kenañ a zo etrezo, gant Rory (mignon Amy) a zeu ganto ivez a-wechoù. Ur bern rannoù blijus a zo er bloavezh pemp, gant un istor a vez heuliet a-hed ar bloavezh (“the crack in the wall”) ar pezh a zo nevez un tamm. Distro ar weeping angels a zo bet da skouer pe ivez ar rann gant Van Gogh am eus kavet fromus-tre. Fentus, dudius, skañv ha fromus ‘m eus kavet ar bloavezh. Plijus bepred!
Dedennus eo bonusoù an DVD gant ur seurt featurette evit pep rann, diwar-benn a bep seurt lodennoù eus ar stirad (skrivañ, efedoù ispisial, sonerezh, frammañ, brudañ…).

Bloavezh gant 13 rann (tro 50 munut) bet skignet evit ar wech kentañ gant BBC One etre 3 a viz Ebrel 2010 hag ar 26 a viz Even 2010.

The Last Stand

Posted in Filmoù with tags , on Du 15, 2014 by geekezig

laststandRay Owens a zo bet ur sapre poliser e Los Angeles gwechall. Bremañ eo erru kozh eo sheriff ur gêriadennig eus ar sioulañ, kichen an harzh davet Mec’hiko. Un deiz bennak avat e tec’h kuit ur penn bras eus an trafik dramm eus an toull-bac’h hag emañ en soñj tremen dre ar gêriadennig-se…
Ur blaz film birvilh ar bloavezhioù 80 a zo gant The Last Stand, anat. Daoust ha savet eo bet ar film evit distro Arnold Schwarzenegger hepken? Marteze ‘walc’h met n’eo ket grevus tamm ebet rak un dudi a galite eo! Kalz fent a zo, kirri o vont buan, boledoù a-vil-vern hag all. E gwirionez em eus kavet e oa ur film savet mat ha plijus ha implij reolennoù an doare film birvilh en un doare fin. Souezhet e vezer un tamm en ur gaout hor gwalc’h. Ur souezhadennig!

Film sevenet gant KIM Jee-Woon, Stadoù-Unanet, 2013, 1e47.

Professeur Layton VS Phoenix Wright Ace Attorney

Posted in C'hoarioù video with tags , , , on Du 11, 2014 by geekezig

ProfessorLaytonVsPhoenixWrightAceAttorneyPiv en deus bet ar soñj iskis sevel ur c’hrossover etre Professeur Layton hag Ace Attorney? Ur seurt tra iskis am befe ijinet en un hunvre droch a zo deuet da wir. Pell ‘zo em boa klevet komz diwar-benn ar c’hoari (hir eo bet war a seblant an diviz gwerzhañ ar c’hoari e diavaez Japan) ha pelloc’h c’hoazh ‘m eus lakaet evit c’hoari a-benn ar fin!
E-kerzh un nozvezh e “spluj” Layton ha Luke en ur bed all, krennamzerel. Kavout a reont war o hent daou den all a seblant iskis en endro : Phoenix Wright ha Maya Fey. Layton-Wright-Screenshot-02Asambles e klaskfont sikour Aria, bet tamallet da vezañ ur sorserez. Er bed-se e vez devet ar sorserezed (pe ar paourkaezh merc’hed a vez kredet gant ar re all int sorserezed).
Prantadoù enklask ha luziadelloù dres evel c’hoarioù Layton a zo (gant memes sistem rik : pourmen e “taolennoù”, touch ar skramm, kavout pezhioù hag all ha goude-se skrammoù a-ratozh evit al luziadelloù) eus un tu…VSAA_Explorelayont_pw_luz ha prantadoù prosez doare Phoenix Wright eus an tu all. Un tamm disheñvel int eus c’hoarioù Ace Attorney peogwir ez eus ingal meur a dest o testeniañ war memes tro. Ar pezh a zo dedennus peogwir e c’hall un test bezañ souezhet gant diskleriadur unan all ar pezh a lak da soñjal ez eus unan o kontañ gaou pe o kuzhat un dra bennak…professeur-layton-phoenix-wright-ace-attorney-pro2professeur-layton-phoenix-wright-ace-attorney-proKalz prantadoù kaozeal a zo ivez evel-just ha lodennoù filmoù bevaat deuet kentoc’h brav.
Un tamm digempouez eo ar c’hoari, an istor hag al lec’h na glotont na gant Ace Attorney na gant Layton (daoust m’eo tostoc’h eus istorioù Layton memestra) estreget marteze er fin tout ur wech dizoloet ar c’hevrinoù, pezh a zo un taol kaer a-walc’h. An doare da c’hoari a gendeuz kentoc’h mat me gav (dibabet o deus mirout kentoc’h menu c’hoarioù Layton met e-pad ar prantadoù prosez e ya en-dro dres evel c’hoarioù Ace Attorney gant teuliad an afer hag all). Bamusoc’h c’hoazh, an tudennoù a ya mat-tre an eil re gant ar re all! Maya ha Luke a ra sotonioù asambles, Phoenix ha Layton a hij o bizied ha zoken pa vez Layton gant Maya ha Phoenix gant Luke e klot mat ivez. Kalz fent a zo dre vras, ur blijadur eo neuze. Tudenn Garnet ‘m eus kavet plijus met er fin ne vez ket gwelet kalz fin hag Aurora ne veze ket gwelet a-walc’h er penn-kentañ hervezon. “Prokulorien” a-feson int bet avat. Neuz an tudennoù a ya kentoc’h mat asambles ivez, ar pezh a zo souezhus un tamm! Ur sapre labour a zo bet graet evit ma chomfe tost eus ar c’hoari orin hep kaout neuze re zisheñvel war ar skramm.
Un 20 eurvezh em eus lakaet evit echuiñ ar c’hoari hag ur bern bonusoù a zo ur wech echu : sonioù, ar filmoù bevaat, sonerezh, tresadennoù… Met ivez luziadelloù ouzhpenn e stumm 12 istorig ouzhpenn da bellgargañ (digoust). Ur c’hrossover plijus ha dereat neuze!

C’hoari puzzle/visual novel war Nintendo 3DS. Diorroet gant Level-5 ha CAPCOM, embannet gant Nintendo. PEGI 12, 28 a viz Meurzh 2014 en Europa.

%d bloggers like this: