Dielloù evit Here, 2014

Dark Touch

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 30, 2014 by geekezig

dark_touchUr film spont eo Dark Touch. Tremen a ra e bro Iwerzhon. Ur plac’hig a ‘zo spontet gant he zi nevez, soñjal a ra e c’hoarvez traoù en ti. Buan e kompren ar seller eo hi a zo kaoz kentoc’h hag e c’hoarvez an traoù p’he deus aon dreist-holl. Gwallgaset eo gant he zud.
Ur film diwar-benn bugale skoet, gwallet gant o zud eo Dark Touch. Un tem sirius ma ‘z eus unan. Siwazh ne welan ket perak e vez implijet an tu faltazi aze. N’eus prantad douetañs ebet (splann eo diouzhtu ez eus un dra skoemp gant ar gerent hag eo hi a grou an darvoudoù), ne ra ket kement-se a oan met kalz prantadoù gwadek a zo (heugus) hag ar fin a zeu da vezañ ur seurt film dial digomprenus. Poan ‘m eus o welet tuioù mat d’ar film-se, anat deoc’h.

Film sevenet gant Marina De Van. Iwerzhon, Sveden ha Frañs, (19 a viz Meurzh war skrammoù ar c’hwec’hkorn) 2014, 1e30.

Advertisements

The Two Faces of January

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 22, 2014 by geekezig

two_facesE 1962, e bro C’hres, e ra anaoudegezh ur c’houblad touristed cheuc’h gant ur paotr yaouank a glask tapout an douristed. Goulenn a reont digantañ sikour anezho da weladenniñ ar vro. Un darempred iskis a grog etrezo…
Un doare film kevezerezh etre daou baotr eo Two Faces of January. Daou den hag douell an dud, met piv an hini a vo trec’h pa douellont an eil egile? Tudenn Colette n’eo ket pouezus kement-se a-benn ar fin hag anzav a ran ‘m eus bet poan spontus o krediñ en doare istor karantez a vefe etre Rydal ha hi, da vare ebet ne vez santet c’hoant pe tra pe dra etrezo ha kalz eus kevezerezh an daou baotr a zo diazezet war-se. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer ouzhpenn dre ma na gaven ket stegn kement-se. Ur c’hwitadennig evidon…

Film sevenet gant Hossein Amini. Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Frañs, (18 a viz Even war skrammoù Frañs) 2014, 1e37.

Locke & Key 6 : Alpha & Omega

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Here 22, 2014 by geekezig

Locke-Key-Tome-6Ma c’houlennit diganin peseurt rummad levrioù bannoù-treset en deus plijet ar muiañ din er bloavezhioù tremen e respontin : Locke & Key, kazi didro ha ma fell deoc’h ober ur prof din e c’hallit peogwir n’am eus levrenn ebet. E stad fall emañ an traoù evit ar familh Locke e deroù al levrenn-mañ. Mestroniet mat eo pep tra, ha daoust din kavout e oa a live uheloc’h ar pempvet hini e oan laouen o welet ec’h echuiñ an traoù, e gwirionez. Fin ha savet mat eo, bepred treset ken brav hag ur prantadig from a zo zoken (tapet on bet!). N’ouzon ket perak n’ho peus ket lennet ar rummad-se c’hoazh :pl+k6Istor gant Joe Hill ha tresadennoù gant Gabriel Rodriguez. Embannet e galleg gant Milady, d’an 18 a viz Ebrel 2014.

La Sélection – Histoires secrètes

Posted in Levrioù with tags , , , on Here 21, 2014 by geekezig

la_selection_hs1Un tamm feuket on bet o welet al levr-mañ peogwir e oan bet o prenañ danevell Le prince e stumm niverel… Marteze ne oa ket bet gwerzhet a-walc’h er stumm-se? Piv ‘oar…
El levr ez eus neuze daou chabistr ouzhpenn d’an danevell-se, danevell Le garde hag a bep seurt “bonusoù”. N’eus ket kalz a draoù ouzhpenn eus tu Maxon. Le garde a ginnig evel just kaout sav-poent Aspen. Anzav a ran ne blij ket an dudenn-se din ha n’on ket deuet a-benn da grediñ er santadoù kontet gantañ sañset.
Lennet ‘m eus al levr a-raok bezañ lennet L’élue met ne oa kudenn ebet. Moarvat e oa deuet er-maez etre daou levr er Stadoù-Unanet.
An traoù ouzhpenn ‘m eus kavet plijus avat : ur pennad-kaoz gant ar skrivagnerez, traoù diwar-benn familhoù an harozed, ar sistem kastoù ha div playlist (am eus klasket kinnig dre Grooveshark met d’am soñj int diglok, me gave din bezañ notennet ar pezh a vanke met ne gavan roud ebet…): La sélection 1  ha La sélection 2.
Peadra da c’houzout hiroc’h diwar-benn Kiera Cass ha da splujañ e aergelc’h al levr. An tamm-se en deus plijet din!

Danevelloù gant Kiera Cass, embannet e galleg gant Robert Laffont en dastumad R, d’ar 15 a viz Mae 2014.

La sélection 3 – L’élue

Posted in Levrioù with tags , , , on Here 21, 2014 by geekezig

l_elueSetu erru poent fin istor La sélection. N’eus nemet peder flac’h ken er genstrivadeg ha stegn an traoù er vro. Plijet on bet gant lodenn politikel ar romant, komprenet ‘vez peseurt abegoù ha doareoù a zo gant an emsavidi. Dedennus ‘m eus kavet emdroadur an darempredoù etre ar merc’hed ivez. N’on ket bet plijet kement gant an istor karantez avat, hegaset gant America da vat. Meur a wech e seblant sur a-benn ar fin, prest da lârat ar wirionez da Vaxon pe Aspen met ne ra ket evit abeg pe abeg. Me gav din e oa kentoc’h evit laoskel un tamm kevrin betek fin ar romant. Gwirheñvel a-walc’h eo klozadur darempred Aspen hag America memestra (met perak o deus lakaet ken pell?!). Ma. Er rummad a-bezh e kavan eo is-implijet istor an abadenn skinwel. Evel-just ez eus kaoz eus kameraoù hag un nebeut prantadoù filmet met dre vras e c’hall Amerika mont-ha-dont digudenn er c’hastell, ha ne seblant ket bezañ pe souezhet gant kameraoù pe dizoloiñ ez eus bet filmet traoù hep gouzout dezhi e kelaouennoù people, da skouer… Meur a wech en deus seblantet din e oa ur genstrivadeg na oa ket filmet a-benn ar fin. Plijadur ‘m eus bet memestra gant ar rummad-mañ met un tamm re skañv ha troet davet an istorioù karantez.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 15 a viz Mae 2014.

L’origine (Julius Corentin Acquefacques 1)

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Here 13, 2014 by geekezig

l_origineKomzet e oa bet din diwar-benn al levr bannoù-treset-mañ gant ma mignon Sébastien ha degaset en doa a-ratozh evidon da lenn a-raok e eured. Ul levr kozh a-walc’h eo. Un heuliad a zo bet met ral a-walc’h eo kavout anezho sañset, neuze n’ouzon ket ma c’hallin kenderc’hel da lenn ar rummad…
Un istor «mise en abyme» da vat eo gant un den a labour e ministrerezh ar fent hag a resev pajennoù al levr bannoù-treset. Kompren a ra neuze emañ o vevañ dres ar pezh a zo kontet. Fin-kenañ eo an doare da gontañ ha da c’hoari gant perzhioù al levrioù bannoù-treset (paper, tresadennoù, komzoù ha dreist-holl bannoù evel-just). Lennet e vez gant aked ha plijadur an istor fentus ha speredek-mañ e gwenn-ha-du penn-da-benn. Tu “Kafkaian” ar gevredigezh taolennet a zo c’hoazh kreñvoc’h peogwir e lak tresadennoù zo da soñjal e film Le Procès gant Orson Welles me gav. Laouen on e vefe un heuliad (daoust din kaout aon pas bezañ gouest da lenn) met me gav eo dispar dija evel-se e-unan. M’ho peus tro da welet/kavout anezhañ e kuzulian deoc’h e lenn!lorigine_t1

Istor ha tresadennoù gant Marc-Antoine Mathieu. Embannet gant Delcourt e 1990.

A Game Of Thrones (A Song of Ice and Fire 1)

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Here 13, 2014 by geekezig

Game-of-Thrones_George-RR-MartinD’ur mare zo e tisklerien ne felle ket din lenn levrioù A Song of Ice and Fire, e oa trawalc’h din gant stirad Game of Thrones. Nevez ‘zo, en ur sellet ouzh ar pevare bloavezh (ya me ‘oar ‘m eus dale forzh pegement, tudoù!), en ur lenn tud o komz diwar-benn an diforc’hioù etre ar stirad hag al levrioù eo deuet ar c’hoant din memestra.
Fentus e oa distreiñ e dibenn an istor, n’em boa ket soñj mat eus an holl darvoudoù. Pezh ‘oa dedennusoc’h c’hoazh e oa dizoloiñ diforc’hioù pe traoù kalz donoc’h el levr. Darempred Khal Drogo ha Daenerys da skouer, na grog ket en un doare ken feuls el levr me gav, pe c’hoazh personelezh Ned. Splannoc’h eo e levr an tu “tad a familh” a rank merañ e “vicher” ha desevel e vugale. Anat eo ivez eo Sansa ur plac’hig hepken, ar pezh a zispleg he doareoù a-wechoù (skuizh on gant an dud a gendalc’h da gavout anezhi lu, 3 bloaz war-lerc’h ><). An holl tudennoù a vez heuliet a zo dedennus me gav, el levrenn-mañ. Ur sapre oberenn eo, fonnus, leun a itrikoù a bep seurt, gant liveoù divent. Fromet spontus on bet gant marv Robert ivez 😥
Ma. N’ouzon ket petra lârat estreget e fell din kenderc’hel da lenn, e ro din c’hoant sellet en-dro ouzh ar bloavezh kentañ hag e kuzulian deoc’h lenn A Song of Ice of Fire ma fell deoc’h lenn faltazi/politikerezh a-feson ha ma teu ar c’hoant deoc’h, daoust d’ar stirad! 🙂

Romant skrivet gant George R.R. Martin, embannet gant Bantam Spectra (SUA) ha Voyager Books (RU) d’ar 6 a viz Eost 1996.

%d bloggers like this: