Dielloù evit Gwengolo, 2014

The Fault in Our Stars

Posted in Filmoù on Gwengolo 9, 2014 by geekezig

N’on ket deuet a-benn da welet ar film a-raok mont kuit met e sellet em eus er c’harr-nij! Siwazh n’em boa ket lennet al levr a-raok met n’eo ket grevus. Un istor karantez etre daou grennard klañv eo neuze. Ur film dizoloiñ ar vuhez ha profitañ keit ha gouzañv, soñjal er marv hag all. Prantadoù brav, skañv ha plijus a zo etre an daou yaouank, ur c’houblad moutig ha brav eo gant un darempred gwirheñvel me gav e emdroadur an traoù. Evel-just eo iskis un tamm, seblantout a reont bevañ en ur bed hep kudenn arc’hant ebet peogwir e veajont ha tout padal o deus da vont d’an ospital forzh pegement hag all (er Stadoù-Unanet emaomp memes tra). Ma, en tu hont da se on bet fromet a-walc’h ha plijet gant an istor romantel-mañ. Fromus-tre eo ar fin ha kompren a ran e vefe bet tud un tamm distabilaet gant se. Me gav mat e vefe aet an istor betek-penn en un doare gwirheñvel bepred ha koulskoude gant un tamm spi. Ur film a-feson eo evit krennarded romantel pe tud n’int ket jenet o prederiañ diwar-benn ar vuhez, ar marv, ar c’hañv. Moarvat e kavo pep hini un dra heñvel eus tudennoù zo. Souezhet on bet o welet e oa heñvel ma sell ouzh hini Gus da vareoù zo, an aon brasañ a zo bezañ ankouaet ha laoskel roud ebet. Daoust ha pouezus eo seurt traoù war prantadoù hir-kenañ? Eme an harozez…

Frozen

Posted in Filmoù on Gwengolo 9, 2014 by geekezig

Gwelet ‘m eus Frozen a-benn ar fin! Evel an holl em boa klevet kanaouennoù zo hag a bep seurt traoù diwar-benn ar film. Dedennet a-walc’h e oan o welet petra e rofe, plijet e oan bet gant Raiponce, neuze perak ket? Brav-tre eo ar film met hegaset on bet gant character design ar merc’hed a seblant tout heñvel, me oar ez eus farsadennoù tro-dro da se met peadra zo, ur spont eo memes tra. Plijus a-walc’h eo an istor (diazezet war kontadenn rouanez an erc’h) met kavet ‘m eus e oa kalz re a ganaouennoù, a-wechoù evit netra pe dost (adkontañ un dra bennak pe e plas ur gaozeadenn a rankfe bezañ leun a gounnar, from pe traoù all). Un tamm ponner ‘m eus kavet an tu-se eus ar film neuze n’on ket deuet a-benn da vont da vat e-barzh. Plijet on bet avat gant tudenn Anna a glask war-lerc’h he c’hoar drezi ec’h unan. N’on ket bet jenet gant ar fent, lodennoù klasel ur film bevaat evel-se a zo evel-just gant loened pe is-tudennoù aze evit lakaat an dud da c’hoarzhin. Ma, diwezhañ film Disney neuze a soñje din kavout un tamm gwelloc’h, mankout a rae un draig da lakaat ac’hanon da vezañ entanet da vat evit ma c’hall ober filmoù bevaat all. Domaj!

%d bloggers like this: