Dielloù evit Eost, 2014

Muze n° 67

Posted in Kelaouennoù with tags , , , , , , , , , on Eost 18, 2014 by geekezig

Muze-67Plijus ‘m eus kavet niverenn-mañ ar gelaouenn Muze. Kregiñ a rae gant un tamm pourmenadenn (distro, evidon) e diskouezadeg Tim Burton a oa bet e filmaoueg Frañs gant ivez danevell “Le Corbeau” Edgar Allan Poe (n’ouzon ket m’am boa bet lennet dija). Ur poltredig eus Artemisia a oa da c’houde, n’anavezen ket tamm ebet ha spontus ‘m eus kavet hec’h istor! Ur pennad-kaoz gant Raphaël Enthoven a ginnig an abadenn philosophie war Arte a oa da heul, dedennus seblant bezañ. Un deiziataer sevenadurel a oa ivez met un tamm diwezhat e oa evel-just ^^
Un teuliad bras diwar-benn Portugal a oa kinniget en niverenn-mañ : an arz ha penaos eo bremañ, degemeret pe get, o tiskouez trubuilhoù an dud (dilabour da skouer), tresadennoù Paula Rego, ur pennad diwar-benn ar merc’hed en arzoù hag an arzourezed (en o-zouez Agustina Bessa-Luís), pouez ar varzhoniezh gant Camões, Pessoa hag all. Ur pennad-kaoz a oa ivez gant Maria de Medeiros aktourez ha sevenourez, eviti eo ar portugaleg he bro ha n’eo ket kement-se al lec’h, ur soñj en deus plijet kalz din :), labouret he deus bet ivez tro-dro d’an dañs ha d’ar c’hezeg, e gwirionez em eus kavet e seblante bezañ ur vaouez dedennus-tre! Oberennoù Carla Cabanas a oa diskouezet goude, etre skeudenn hag engraverezh, kavet ‘m eus e oa kreñv santad ar memor o tispenn… Un dastumad skeudennoù evit taolenniñ Portugal (lec’hioù, tud) a oa da c’houde a-raok treiñ war-zu ar fado gant Amália Rodrigues, ar plac’h nemeti e panteon Portugal (!) ha Cristina Branco a gan fado hirie an deiz. Ur pennad-kaoz a oa ivez gant Joana Vasconcelos, arzourez bet pedet e Versailhez, a labour arouezioù Portugal ha plas ar merc’hed er gevredigezh. Evit echuiñ an teuliad e oa ur poltredig eus ar varzhez Sophia de Mello Breyner ha danevell “Le mari” skrivet gant Lídia Jorge, un istor spontus a-walc’h diwar-benn ur plac’h gwallgaset gant he gwaz ha poltred ar skrivagnerez.
An eil teuliad a oa diwar-benn ar bannlevioù : ur sell e-keñver prederouriezh, petra dalvez bezañ “o chom” en un tu-bennak, ur pennad-kaoz gant ur sokiologour : an arz krouet er bannlevioù (rap, tag hag all) n’eo ket savet evit padout, an dramm e diavaez ar rouedadoù kenwerzhel, un toullad skeudennoù a oa e-kichen da ziskouez krouidigezhioù tisavouriezh an XXvet kantved. Da c’houde e oa neuze ur sell kentoc’h war ar sevenadur hag an arz : gant merc’hed ar Bondy Blog hag o sell war ar sevenadur, an doare ma vez lakaet an dud da soñjal emañ ar “gwir” sevenadur e Pariz hag an dud o vevañ er bannlevioù n’int ket graet evit mont d’ar c’hoariva ha d’ar mirdioù, seurt rakvarnioù start hag a vez intret en dud. An doare a zo ivez gant tiez ar sevenadur er bannlevioù a lak a-benn ar fin ar “boboed” parizian da brofitañ “eus an daou du” ha n’eo ket kement-se tud ar gumun. Hanane, a blij ar c’hoariva dezhi hag a vez graet goap outi en he metou, ha pa ya da welet pezhioù c’hoari e Pariz e vez selloù du warni digant tud wenn cheuc’h… Pe c’hoazh skouer Genevilliers a ginnig kentelioù dizoloiñ an arzoù hag ar sonerezh. Skouerioù filmoù a daolenn bannlevioù a zo goude ha neuze o emdroadur ivez (1936 : maezioù, pourmen goude kreisteiz e-barzh filmoù Rohmer betek La Haine pe L’esquive a ginnig selloù all penn-da-benn). Skeudennoù a oa goude-se eus oberennoù lightgraff Guillaume Plisson : brav-eston! JR a zo un arzour a dap skeudennoù “korn-ledan” eus yaouankizoù bannlev a voe peget war mogerioù Pariz. Ur pennad-kaoz a zo da c’houde diwar-benn an tag hag ar graff a oa dedennus-tre : istor, metouioù sokial a bep seurt ha dreist-holl disheñvel eus ar street art a zo degemeret gwelloc’h gant reolennoù digoroc’h (moulloù-livañ da skouer). Ur pennad-kaoz a zo da c’houde gant Malika Bellaribi-Le Moal, kannerez opera a labour gant bugale. Daou bennad a zo goude diwar-benn “Théâtre Des Quartiers” (TDQ) en Ivry ha levrdi La Courneuve, ar pezh a zo fromus un tamm da lenn en ur c’houzout eo bet serret al levrdi e deroù 2014… a-raok un tamm dibab levrioù ha filmoù evel-just.
Un teuliad all a oa diwar-benn ar boued : ur pennad-kaoz gant Anne-Sophie Pic, gwellañ chef ar bed e 2011 met ivez gant ur bredelfennerez ha poltredoù levrioù gant boued (Bridget Jones da skouer) dielfennet. Un dastumad skeudennoù gwastilli Amy Stevens ha boued-danvez Ed Bing Lee (fentus-tre!) pe c’hoazh skeudennoù Laura Letinsky. Da c’houde e tisto an traoù d’ar prederouriezh gant levr Michel Onfray diwar-benn prederourien ha boued pe c’hoazh skol-veur-pobl Argentan (anavezet ivez evel skol-veur-pobl ar blaz). Ur pennad a zo ivez diwar-benn an nann-kigdebrerien hag ar prederouriezh pe ar reolioù-voued. Ur pennad-kaoz a zo gant Caroline Mignot he deus ur blog kelaouenniñ boued ha poltredoù merc’hed a ra “stilouriezh” voued evit al levrioù kegin hag all. Un danevell a zo evit klozañ “Oeuf” gant Claude Pujade-Renaud he deus bet skrivet kalz diwar-benn ar boued hag an dibab levrioù ha DVD.
Al lodenn fin a tro-dro d’ar barzhoniezh ha da nevez-amzer ar barzhed, gant ur pennad-kaoz gant André Velter barzh hag embanner barzhoniezh, barzhonegoù lennerien ha lennerezed. Hag evit echuiñ e oa un danevell, ‘m eus kavet un tamm cliché chick lit tro-dro d’an eured bet skrivet gant Cali Keys hag ur pennadig-kaoz ganti.
Un niverenn leun a voued (aha) e oa neuze, gant a bep seurt temoù ha dizoloadennoù pinvidik bepred. Ur gwir blijadur e oa da lenn hag ur bern traoù ‘m eus ouzhpennet da ma listennoù levrioù da lenn ha filmoù da sellet! ^^

Advertisements

Jersey Boys

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 15, 2014 by geekezig

JERSEY BOYSMarteze emañ Clint Eastwood en e brantad “kozh paotr kozh” ha setu eñ neuze o komz diwar-benn an amzer dremenet hag e vignoned. Ma. Ur gomedienn kanet e Broadway eo Jersey Boys e gwirionez, a gont istor Frankie Valli hag ar strollad The Four Seasons o deus savet ur bern kanaouennoù brudet-tre. Ar strollad n’eo ket chomet brudet avat…
Heuliet e vez neuze buhez paotred yaouank er bloavezhioù 60 e New Jersey a glask sevel ur strollad sonerezh. Klasel-tre eo ar film met n’am eus ket kavet e oa blaz ar gomedienn filmet. Ur gwir film eo. Domaj eo e vefe bet dibabet mirout memes aktourien a-hed ar film rak re gozh e seblantont bezañ er penn-kentañ (sañset int krennarded!) ha vil eo ar fardaj er fin tout p’int kozh. Ne ouien netra diwar-benn ar strollad-se met souezhet on bet o klevet ec’h anavezen ur bern kanaouennoù hag e gwirionez e kaven kreñv ar prantadoù kanañ er film. Paotred displijus a-walc’h e seblantont bezañ avat neuze ne oa ket plijus dre ret heuliañ anezho… Ur film un tamm etre neuze, dreist-holl evit ur sevener ken barrek met n’eo ket displijus kennebeut estreget evit ar re na c’houzañvont ket mouezh ispisial Frankie Valli! ^^

Film sevenet gant Clint Eastwood. Stadoù-Unanet, (18 a viz Even war skrammoù Frañs) 2014, 2e14.

X-Men : Days of Future Past

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 3, 2014 by geekezig

x-men-days-of-future-pastPlijet a-walc’h e oan bet gant X-Men : First Class met dedennet bras e oan o welet distro Bryan Singer evel sevener filmoù X-Men! N’em boa ket klasket gouzout re avat. Tremen a ra an traoù en dazont, nebeut-tre a X-Men a chom ha divizout a reont mont en-dro en amzer da glask tallañ ouzh ijinadenn ar “boudoù” a lazh anezho. Er bloavezhioù 70 e ya Wolverine neuze, da gendrec’hiñ Charles (a zo e stad fall-tre goude darvoudoù X-Men : First Class) ha Xavier kenlabourat.
Dudius eo ar film, fromus ivez, brav-tre da sellet (an efedoù ispisial a zo deuet brav), dedennus ar veaj en amzer, darempredoù an tudennoù… Setu, distro Bryan Singer koa! Unan eus filmoù plijusañ ar bloaz eo evidon-me. Un tamm dipitet on bet gant an 3D met n’eo ket gwall dra keñveriet gant ar prantad dispar ‘m eus tremenet dirak ar skramm!

Film sevenet gant Bryan Singer. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet, (deuet er-maez war skrammoù Frañs d’an 21 a viz Mae) 2014, 2e11.

The Mortal Instruments : City of Bones

Posted in Filmoù with tags , , , , on Eost 1, 2014 by geekezig

THE-MORTAL-INSTRUMENTS-CITY-OF-BONESAnzav a ran diouzhtu on bet levezonet peogwir ‘m eus sellet ar film gant ma nizez krennardez a gave dispar. Kalz plijadur ‘m eus bet neuze, daoust din gouzout em befe kavet diot a-walc’h en un endro all. Ma. Netra nevez e bed ar filmoù faltazi evelse : an harozez Clary, a zizolo he deus galloudoù a oa bet kuzhet dezhi gant he mamm. Gouest eo da welet diaouled ha boudoù evelse. Kavout a ra ur strollad tud gant memes doare galloudoù hag asambles e klaskfont kavout perak eo bet skrapet mamm Clary.
N’eus ket kalz personelezh gant an tudennoù, n’eo ket displeget mat ar pezh a c’hoarvez, ur bern traoù droch a c’hoarvez met c’hoarzhet ‘m eus ha ne oan ket o klask ur film disi. Un dudi efedus eo me gav ha n’eo ket ken mezhus-se ma seller outañ gant ar sell-se!

Film sevenet gant Harald Zwart, Stadoù-Unanet, 2e10, 2013.

%d bloggers like this: