Dielloù evit Gouere, 2014

L’écume des jours

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 23, 2014 by geekezig

l-ecume-des-joursMichel Gondry o tivizout ober war-dro azasadenn L’écume des jours ? Perak ket! N’am eus ket bet tro da lenn romant Boris Vian (L’arrache-coeur na lavaran ket) neuze na rin keñveriadenn ebet. Fentus-tre ‘m eus kavet lodenn gentañ ar film gant ar bed iskis a zo taolennet ennañ. Hir, re hir eo da c’houde betek tizhout ar fin, trist-spontus ha teñval. Leun a ijin, a fent, a vraventez eo met digempouez ha kamm. N’on ket bet displijet gant roll an aktourien avat, daoust dezho bezañ dres ar re a vez gwelet en holl filmoù gall met n’on ket bet fromet kement-se gant darempred Colin ha Chloé, trajedienn romantel ma ‘z eus unan. N’eo ket displijus da sellet, klotañ a ra mat-tre gant bed hag oberenn Michel Gondry met n’on ket bet kendrec’het betek ar penn, kaset da vat e follentez an istor-se.

Film sevenet gant Michel Gondry. Frañs, (24 a viz Ebrel) 2013, 1e30.

The Stanley Parable

Posted in C'hoarioù video with tags , on Gouere 23, 2014 by geekezig

open-graphC’hoariet am eus da The Stanley Parable a-benn ar fin ! Kalz brud en doa tapet ar c’hoari warlene met kavout a raen un tamm ker c’hoazh. Ma. The Stanley Parable a oa ur “mod” diorroet gant Source Engine (ul lusker c’hoari eus Valve Software a zo digor d’an holl ha n’eo ket re ger). Plijet en doa kalz ha divizet n’eus Davey Wreden, diorroer ar c’hoari, sevel ur c’hoari “a-bezh” da c’houde, e HD.screen3Stanley a c’hoarier, un den a vez o heuliañ urzhioù war skramm un urzhiataer a-hed an deiz. Un deiz bennak n’eus urzh ebet ken. Petra divizomp ober neuze? Setu (tout) pal ar c’hoari. Ur vouezh a-vaez a gont ar pezh a reomp gant kalz fent. Ne lâran netra ouzhpenn war an istor 🙂 Temoù a bep seurt a zo er c’hoari met an disentidigezh (hag ar sentidigezh) a zo an hini pouezusañ.red_doorSimpl a-walc’h eo echuiñ The Stanley Parable met dedennusoc’h eo klask kemer an holl hentoù ha selaou ouzh ar vouezh a-vaez neuze. C’hoariet e vez evel ur FPW (first person walker) evel-just ha n’eus ket kalz tra d’ober estreget kerzhout. Pouezañ war traoù pe digeriñ dorioù a c’haller ober ha mat pell ‘zo.
C’hoarhet ‘m eus mat e-pad un eur pe un eurvezh hanter met buan a-walc’h goude-se ‘m eus merzet e c’hoarien just evit lârat e oan bet dre hent-mañ-hent, da welet, en ur vont buan ha hep selaou kement-se ken eus mouezh an dezreveller. Un tamm dipitet on neuze, dreist-holl goude bezañ bet klevet gant a vrud mat diwar-benn ar c’hoari. Plijadur ‘m eus bet o c’hoari hañ met n’eo ket un dispac’h kennebeut.

C’hoari diorroet gant Galactic Cafe, da bellgargañ hepken war PC ha Mac, 17 a viz Here 2013.

Les douze tribus d’Hattie

Posted in Levrioù with tags , , , , on Gouere 12, 2014 by geekezig

Les-douze-tribus-dHattieE 1925 e krog romant kentañ Ayana Mathis. Ur plac’h yaouank du a 17 vloaz a glask ober war-dro he foupiged, geveled. Klañv int siwazh… Heuliet e vo neuze a-hed an XXvet kantved pe dost, istor Hattie hag he bugale, e karterioù du Philadelphia, pe e lec’h all. Skrivet eo ar romant evel un dastumad danevelloù kazi, ur chabistr evit pep bugel hag a grou un istor a-bezh. Dizingal ‘m eus kavet abalamour da se. N’eo ket ken kreñv poltred Hattie hag a oa hini Olive Kitteridgeme gav met dedennus-tre eo gwelet poltred ur familh, plas an dud du a-hed ar c’hantved e Stadoù-Unanet. Diforc’hioù etre Su ha Norzh a vez meneget bepred. Skoet on bet dreist-holl gant istorioù Allice ha Billups, a ziskouez ur metou sokial uhel a-walc’h, familhoù “bourc’hiz” du a-benn ar fin hag istor Bell hag he darempred skoemp-tre gant Hattie. Prantadoù all a chomo splann em spered ivez : pa ziviz Hattie mont da c’houlenn arc’hant ar sikourioù sokial a-benn magañ ha gwiskañ he bugale, daoust da varnedigezh hec’h amezeien… An holl chabistroù a ziskouez traoù disheñvel a-benn ar fin met temoù a zeu ingal, en o-zouez ar relijion. Mat-tre em boa kavet respont ar skrivagnerez p’am boa selaouet outi e Roazhon e miz Ebrel, a responte n’halle ket ober van ne oa ket ur pouez gant ar relijion en ur lakaat un istor da dremen en XXvet kantved. Ma, ur romant dedennus eo neuze, ur plac’h eus ar plijusañ. Heuliañ a rin a-dost ar pezh a skrivo da c’houde.

Romant skrivet gant Ayana Mathis. Embannet e galleg gant Gallmeister, d’an 2 a viz Genver 2014.

TiMER

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gouere 8, 2014 by geekezig

TiMER

Ijinomp, en dazont, ur seurt horolajig a lârfe pegoulz e kejer ouzh hor c’harantez brasañ. Setu istor diazez TiMER. Oona a zo troet kazi sot gant se peogwir e chom goulo he horolaj (se dalvez n’eo ket bet lakaet un horolaj gant he c’harantez). He lezc’hoar Steph a ranko hi gortoz betek bezañ kozh neuze e profit mat eus hec’h amzer en ur c’hortoz. Oona a raio anaoudegezh gant ur paotr yaouank fentus ha plijus hag a lako anezhi da brederiañ en-dro diwar-benn he sell war an horolaj-se hag he doare da garout.
Dedennus a-walc’h ‘m eus kavet ar mennozh diazez a zegas da brederiañ war petra ‘zo pouezus : karout ha c’hwitout, mont war-raok, bevañ a bep seurt traoù, emdreiñ pe chom da c’hortoz hep klask kejañ gant tud all? Prantadoù skañv ha fentus a zo, displijus un tamm eo tudenn Oona met prantadoù fromus (brav-tre eo pa anzav Mikey eo ranngalonet er fin da skouer) a zo ivez. Mont a ra un tamm re bell ganti an traoù er fin (prantad an deiz-ha-bloaz) met kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar gomedienn romantel-mañ, gant un tu skiant-faltazi skañv ha gwirheñvel a-walc’h me gav.

Film sevenet gant Jac Schaeffer. Stadoù-Unanet, 2009, 1e39.

Rise of The Planet of The Apes

Posted in Filmoù with tags , , , on Gouere 7, 2014 by geekezig

rise-of-the-planet-of-the-apesUr seurt displegadenn da benaos eo deuet an traoù da vezañ e Planet of The Apes eo Rise of The Planet of The Apes. Heuliet e vez ur skiantour yaouank a glask ur remed da glevet Alzheimer e dad en ur ober taol-arnod war marmouzien. Krouiñ a ra ul louzoù efedus-tre, betek-re marteze…
Gant ar sell-se ‘m eus kavet e oa kentoc’h dedennus ha gwirheñvel an traoù. Graet mat-tre eo an efedoù ispisial ha kredet ‘vez digudenn e tudenn Caesar. Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ar film a zo bamus a-walc’h. Marteze n’eo ket gwall don na netra met un displegadenn a-feson eo evidon-me hag ur film plijus da sellet dre vras. Dedennus a-walc’h on neuze gant an eil film a zeuio er-maez war skrammoù bras a-benn nebeut.

Film sevenet gant Rupert Wyatt. Stadoù-Unanet, 2011, 1e45.

Power girl 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gouere 7, 2014 by geekezig

power-girlDaoust d’ar golo c’hwitet em eus bet kalz plijadur o splujañ e bedig Power Girl, un harozez dianav a-walc’h eus tu-mañ meurvor Atlantel. Skañv-tre eo an istor, re a soñjo tud zo. Me ‘m eus kavet dudius ha fentus ha dreist-holl plijus gwelet un dra un tamm “fun” e-keñver ar c’hiz “dark” bepred (a vez kavet dreist-holl er filmoù nevez zo da skouer). An avanturioù n’int ket dreistordinal met ur seurt teneridigezh em boa evit an dudenn a rank distreiñ d’ar gêr d’ober war dro he c’hazh e fin an deiz. An tresadennoù a zo deuet brav-tre ouzhpenn! power-girl-2Istor gant Jimmy Palmiotti ha Justin Gray, tresadennoù gant Amanda Conner. Dastumadeg chabistroù : Power Girl #1-6 ha Wonder Woman #600. Embannet e galleg gant Urban Comics, d’an 21 a viz Meurzh 2014.

VOR

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Gouere 7, 2014 by geekezig

VORUn istor a dremen er mafia jorjian eo Vor. Kavet ‘m eus luziet un tamm, poan am boa o heuliañ an darvoudoù. An tresadennoù a oa iskis un tamm daoust da livioù plijus-tre. N’on ket bet dedennet tamm ebet gant al levr bannoù-treset-mañ, anzav a ran!

L.10EBBN001786.N001_VORtome01_Ip001p072_FRIstor gant Jérôme Pierrat, tresadennoù gant Vincent Burmeister. Embannet gant Casterman d’an 12 a viz Meurzh 2014.

%d bloggers like this: