Dielloù evit Even, 2014

Community – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Even 20, 2014 by geekezig

CommunityUr sapre bloavezh eo eil hini Community me gav. Plijet spontus on bet gant rann Halloween, met hini Nedeleg a oa ken bamus all (ur rann a-bezh e stop-motion), hini Dungeons & Dragons ivez, hini an teulilm en ospital… Evidon-me eo aet kalz pelloc’h an traoù tro-dro d’ar “displegañ penaos e ya en-dro ar skinwel hag ar sinema”. Ar rann flashback a oa dreist ivez : un tech hegasus eus ar skinwel troet en ur farsadenn dispar.  Un tamm muioc’h a istorioù “hir” a zo bet, gant Shirley o vezañ dougerez da skouer. Dreist ‘m eus kavet ar bloavezh e gwirionez hag hast ‘m eus distreiñ d’ar skol-veur gante tout!

24 rann 20 munutenn bet skignet gant NBC etre an 23 a viz Gwengolo 2010 hag an 12 a viz Mae 2011.

Advertisements

Celebrated Summer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Even 8, 2014 by geekezig

celebrated-summer-couvIskis-tre eo Celebrated Summer : traoù ‘zo a zo fromus ha kevrinus (tudenn Wolf da skouer) met ne ya ket betek ar penn. Traoù all a zo pounner ha didalvoud (kaozeadennoù ar baotred da skouer). Iskis, evel un dra diglok un tamm. Heuliet e vez daou grennard o vont da bourmen e-kerzh un nozvezh. Kemeret o deus dramm ha prantadoù un tamm “hunvre” a vo neuze. Pajennoù brav-tre zo neuze (gant bleunioù o tispakañ da skouer) met n’eo trawalc’h evidon-me evit tapout evezh al lenner… Domaj eo!celebrated-summer-2

Istor ha tresadennoù gant Charles Forsman. Embannet e galleg gant Cambourakis, d’an 19 a viz Meurzh 2014.

Fables 16 – La grande alliance

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Even 2, 2014 by geekezig

Couv_170763Un doare “cross-over” eo al levrenn-mañ, gant chabistroù o tont eus avanturioù Jack of Fables pe c’hoazh The Literals (a zo kentoc’h doareoù filmoù pe lennegel evel ar western, ar skiant-faltazi hag all). Daoust din kavout fentus an teir c’hoar am eus kavet e oa da vat forzh petra an istor, un doare parodienn e seblante bezañ zoken! Dipitus-tre, spi ‘m eus e vo gwelloc’h al levrennoù o tont neuze!

Dastumadenn : Fables #83–85, Jack of Fables #33–35 and The Literals #1–3. Istor gant Matthew Sturges ha Bill Willingham, tresadennoù gant Russel Braun, Mark Buckingham ha Tony Akins. Embannet e galleg gant Urban Comics, d’ar 24 a viz Eost 2012.

%d bloggers like this: