L’homme semence

bd-homme-semence-mandragoreUl levr bannoù-treset dedennus-tre eo L’homme semence. Daou du a zo d’al levr. Eus un tu, azasadenn skrid Violette Ailhaud. Ur skrid bet skrivet a-raok na varvfe ar plac’h, e 1919. Un testeni eus buhez merc’hed ur gêriadenn er menezioù eo. E 1852 e oa bet kaset kuit dre heg o gwazed abalamour d’ar stourm a-enep taol-Stad Louis-Napoleon Bonaparte e miz Kerzu 1851. Ar merc’hed o deus ranket bevañ o unan, betek n’errufe ur paotr 2 vloaz warlerc’h, karget e voe da gaout bugale gant an holl a-benn reiñ buhez en-dro d’ar gêriadenn.
Un testeni souezhus ha dedennus. Eus an tu all e vez kontet a bep seurt traoù, labour an treserezed da skouer met ivez an embannerien pe c’hoazh lodennoù istor displeget hiroc’h. N’on ket bet ken plijet gant an tresadennoù eus an tu-mañ met ne oa ket grevus-tre.
Ul levr dic’hortoz eo anat.hommesemence
Istor ha tresadennoù gant Laëtitia Rouxel ha Mandragore. Diazezet war testenn Violette Ailhaud. Embannet gant Parole ha l’Oeuf, d’an 28 a viz Here 2013.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: