Zakuro

ZakuroTsuyoshi n’en deus ket gwelet e dad en-dro abaoe 1942. Evitañ eo marv e zad e Siberia, er c’hampoù labour. Sur eo e vamm, klañv he spered bremañ, e teuio en-dro da welet anezhi. Na souezhet eo neuze pa glev Tsuyoshi e vignon Kôji o lârat dezhañ en deus gwelet e dad e Los Angeles…
Heuliet e vez ar wech-mañ perc’henn ar preti Zakuro bet gwelet e levrioù all SHIMAZAKI Aki, met en un doare dizeeun peogwir eo kontet an traoù dre sell Tsuyoshi, ur mab a n’em sant dilezet ha na gompren ket penaos en deus gallet e dad bevañ un “eil buhez”. Gwir a-walc’h am eus kavet ar santadoù, dedennus ha ral istor ar Japaniz e kampoù Siberia ha romantel ken-ken ar fin. Evit ur wech ne oa ket sekredoù re “spontus” me gav. Daoust ma santer ha komprener mat pouez ar c’hablusted a zo gant tad Tsuyoshi. N’eo ket ken kreñv pe ken brav ha romantoù all skrivet ganti met plijet en deus din kemend-all.

Romant skrivet gant SHIMAZAKI Aki. Bet embannet gant Leméac hag Actes Sud, d’an 3 a viz C’hwevrer 2009.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: