Gaming In Color

gaming_in_colorN’em boa ket kemeret perzh e kickstarter Gaming In Color met diouzhtu ‘m eus bet c’hoant da welet ar film ur wech ma oa deuet er-maez. Un teulfilm un eurvezh eo a ro tro da dud a bep seurt e metoù ar c’hoarioù video da gemer ar gaoz. Kentoc’h tud a vicher (tud a sav c’hoarioù, kelaouennerien pe kelaouennerezed hag all) met ivez tud all. Anat deoc’h ez eus kaoz ivez eus heñvelrevelezh. Dre vras e lâr an holl tamm-pe-damm memes tra : an doare sikour o deus bet dre ar c’hoarioù video da zegemer o revelezh met ivez an diaesterioù o deus bevet e bed ar c’hoarioù video evit bezañ kemeret e kont (ha c’hoazh hirie an deiz). Reoù zo a n’em sant a gostez en div gumuniezh. Evel-just ez eus kaoz meur a wech eus Mass Effect (a zo unan eus ar c’hoarioù kentañ e lec’h ma c’halle ar c’hoarier dibab kaout un istor karantez gant un dudenn memes rev) pe ivez sistem barn League of Legends, e-lec’h m’eo gwelet fall-tre gant ar brasañ niver implijout gerioù evel “fag” evit kunujenniñ ar re all (an dud a vez bet freuzet a vez barnet gant c’hoarierien all). Dedennus ‘m eus kavet ivez al lodenn diwar-benn festival Gaymer X a zo bet evit ar wech kentañ e 2013. N’am eus ket dre ret desket kalz a draoù met dedennus eo bepred lakaat ar gaoz war an dodenn ha reiñ ar gaoz dreist-holl d’ur “vinorelezh” ha n’eo ket ket minorel ha se. Un teulfilm a-feson neuze ha pouezus evidon-me.

Teulfilm (dre rouedad hepken) sevenet gant Philip Jones, Jonah Markowitz ha David Gil, Stadoù-Unanet, 62 munut, 22 a viz Ebrel 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: