Dielloù evit Mae, 2014

Lizher ur vaouez dianavez

Posted in Levrioù with tags , , , , on Mae 22, 2014 by geekezig

golo.lizher_vaouez_dianavezUl lizher d’ur skrivagner eo Lizher ur vaouez dianavez. Lizher ur plac’h chomet sorc’hennet gant un den, gant karantez he c’hrennardiezh. Skrivañ a ra ul lizher d’an den-se, da vare he marv pe dost. Er penn-kentañ e seblante moutik ar plac’h hag he doareoù krennardez gantañ, tamm-ha-tamm he deus seblantet din klañv ha spontus a-walc’h. Evidon-me eo emgar spontus ar plac’h hag heverk hec’h oberoù ha divizoù eus tuoù fall ar “garantez”. Un tamm displijet on bet gant an dudenn neuze met ur skrid brav e chom memestra. N’am boa ket bet tro da lenn levrioù gant Stefan Zweig a-raok ha laouen kenañ neuze o tizoloiñ reoù zo e brezhoneg. Brav kenañ eo ar golo ouzhpenn 🙂 Lenn a rin skridoù all gantañ gant plijadur d’am soñj.

Romantig skrivet gant Stefan Zweig, troet e brezhoneg gant Gérard Cornillet. Embannet gant An Alarc’h, e miz Eost 2013.

Le dernier templier 5 l’oeuvre du démon

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Mae 19, 2014 by geekezig

le-dernier-templier-tome-5Ur “bloavezh” nevez eus rummad Le dernier templier a zo lañset gant al levrenn-mañ. N’eus ket ezhomm da vezañ lennet ar re all neuze. Me n’am eus ket da skouer. Siwazh, n’on ket bet dedennet tamm ebet. An istor n’am eus ket kavet na dudius na netra ha dreist-holl on bet spontet gant an tresadennoù am eus kavet vil-tre. Ne guzulian ket tamm ebet kregiñ gant an dastumad bremañ neuze.lederniertemplier5

Senario gant Raymond Khoury, tresadennoù gant Bruno Rocco. Embannet gant Dargaud d’ar 7 a viz Meurzh 2014.

Super Zelda

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Mae 18, 2014 by geekezig

superzeldaBuhez klok Zelda Fitzgerald a vez kontet el levr bannoù-treset-mañ. He buhez gant he familh he Montgomery ha goude-se he buhez gant Francis Scott. Beajoù, karantez, krouiñ, dispign arc’hant, tabutoù, kleñvedoù… A bep seurt mareoù a zo bet etrezo. Ur sapre plac’h e seblante Zelda bezañ. Plijadur ‘m eus bet o lenn he buhez, daoust din kavout iskis an doare m’o deus dilezet un tamm o merc’h memestra. Lusket eo mat, gant chabistroù hag ur bern traoù a zo e-giz frazennoù bet lâret gant tud diwar-benn ar c’houblad, ur wech an amzer. Sikour a ra da gompren perak e oa gwelet ken mat Zelda d’ur mare zo ha kalz nebeutoc’h da c’houde. Ul levr dedennus neuze!superzelda-p64-65

Skrivet gant Tiziana Lo Porto ha treset gant Daniele Morotta. Embannet e galleg e ti Sarbacane, d’ar 5 a viz Meurzh 2014.

J. Edgar

Posted in Filmoù with tags , , , , on Mae 18, 2014 by geekezig

j_edgarUr film diwar-benn buhez John Edgar Hoover eo J. Edgar. Heuliet e vo an den yaouank o kregiñ gant e labour hag a dammoù e vuhez e giz den kozh. E-penn an FBI eo bet e pad pell spontus. Un den reut, sorc’hennet gant e labour, levezonet kalz gant e vamm (reut-tre ivez) war a seblant. N’eo ket plijus ar paotr. Ar film a zo teñval-teñval a fed skeudenn ha hir un tammig memestra. Dedennus ‘m eus kavet peogwir ne ouien ket kalz a dra diwar-benn an den-se met n’am eus ket kavet plijus-tre da sellet. Hegasus eo ar sonerezh ha displijus an dud. N’eo ket ur c’hwitadenn kennebeut met n’eo ket an doare film gant Clint Eastwood ar blij ar muiañ din, pell alese.

Film sevenet gant Clint Eastwood. Stadoù-Unanet, 2e15, 2011.

Yamabuki

Posted in Levrioù with tags , , , on Mae 12, 2014 by geekezig

yamabukiSell Aiko, gwreg Tsuyoshi a vo gwelet ar wech-mañ e romant nevez SHIMAZAKI Aki. Da gentañ e vez gwelet ar plac’h erru kozh a-walc’h (merc’h o niz a zo o vont da zimeziñ) ha goude-se kalz yaouankoc’h p’he deus graet anaoudegezh gant Tsuyoshi, a-raok gwelet anezho kozh en-dro. Romantel-kenañ eo ivez o istor. Aiko he deus bevet fall he eured kentañ, un eured “aozet” (miai) ha ne felle ket dezhi ober memes fazi en-dro goude he disparti. Kavet ‘m eus brav-tre prederioù Aiko, a blij dezhi labourat, a zo emren. Ur c’houblad brav he deus savet ar skrivagnerez aze. Bepred e seblant ken sorc’hennet gant ar gevredigezh, an darempredoù ha dreist-holl an euredoù en he bro orin. Evidon-me he deus klozet brav hec’h eil rummad romantoù gant ar bleunioù Yamabuki-mañ.

Romant skrivet gant SHIMAZAKI Aki. Embannet gant Actes Sud ha Leméac d’an 2 a viz ebrel 2014.

Oceania Boulevard

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Mae 11, 2014 by geekezig

Oceania-BoulevardUn den a lamm eus toenn ur savadur. Karget eo an enklasker Mortenson da gavout un den kablus pe un abeg. N’eo ket dav kavout ar wirionez, just peadra da blijout da dud pinvidik, mignoned d’an den pe e renerien. Kregiñ a ra an enklask neuze. Ober a rae war-dro arzourien. War a seblant en doa kavet ul lec’h dibar. Mont a ra Mortenson da glask al lec’h-se.
Iskis-kenañ eo Oceania Boulevard. N’on ket bet plijet gant an tresadennoù (ouzhpenn e seblant kaout traoù lous war bep pajenn, n’ouzon ket ma oa ur gudenn moullañ pe ma oa reizh…) hag an istor ‘m eus kavet direnkus ha displijus. Ec’h.oceania_b

Istor ha tresadennoù gant Marco Galli. Embannet e galleg gant Ici même d’ar 25 a viz C’hwevrer 2014.

Labor Day

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 11, 2014 by geekezig

labor-dayFin an hañv eo e fin ar bloavezhioù 80 er Stadoù-Unanet. Tomm eo an amzer ha prest an dud evit un dibenn-sizhun gouel, gant al Labor Day e kreiz. Adele a vev gant he mab ha gwall start eo an traoù eviti abaoe m’eo bet dilezet gant he gwaz. Oc’h ober prenadennoù emaint pa teu un den da glask sikour. Un tamm bec’h ‘vez lakaet warno met tamm-ha-tamm e kemero an den-se ur plas pouezus evito e-kerzh an dibenn-sizhun. Ur c’haredig evit Adele, un tad evit Henry…
Blaz The Bridges of Madison County a zo un tammig gant Labor Day. N’eo ket ken mat evel-just, met kompren a rit peseurt doare film eo neuze. Tapet on bet en istor daoust din kavout a oa “a re” ar prantadoù diwar-benn buhez Franck a-raok (me gav din n’eus ket ezhomm da c’houzout petra n’eus graet ha perak) hag un tamm aes ar fin. Plijus eo e vefe kontet an istor dre sell ar mab, prederiet gant e vamm hag he dic’hwezhadenn. N’eus netra dreistordinal er film met ur prantad plijus ‘m eus tremenet o soñjal memestra eo dibar Kate Winslet.

Film sevenet gant Jason Reitman. Stadoù-Unanet, 2013 (30 a viz Ebrel 2014 war skrammoù Frañs), 1e51.

%d bloggers like this: